Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Claude Nadeau oc'h enrollañ War an ton bras e studio Brezhoweb en Intel.
Claude Nadeau oc'h enrollañ War an ton bras e studio Brezhoweb en Intel.
- Revue de Magazine -
War an Ton Bras : un heuliad nevez war Bali Breizh ha brezhoweb
Lully hag ar pachpi, Wagner hag ar Barzhaz Breizh, Debussy hag ar mor na ped sonaozour klasek o deus pichet o divskouarn war-zu Breizh, he hengoun, he mojennoù ; Diwar-se
Bernez Rouz pour France 3 Bretagne le 11/01/13 15:13

Lully hag ar pachpi, Wagner hag ar Barzhaz Breizh, Debussy hag ar mor na ped sonaozour klasek o deus pichet o divskouarn war-zu Breizh, he hengoun, he mojennoù ; Diwar-se zo bet savet pezhioù sonerezh eus ar c'hentañ troc'h.

Claude Nadeau, klavisinerezh brudet, luskerez Symphonie de Breizh a lak ac'hanomp da zizoloiñ penaos he deus pinvidikaet hor bro, bed ar sonerezh klasek. Gouzout a oar meskañ siriusted, fent, startijenn ha sachañ evezh an nen ouzh un danvez n'eus ket bet pledet kalz diwarni evit c'hoazh.

Boulc'het he doa al labour bloaz so, gant Klasik Breizh, un heuliad bet sevenet gant Youenn Chap ha skignet war France 3. Ar pal a oa brudañ mistri hor sonerezh klasek :

Guy Ropartz, Pierick Houdy, Jean Cras, hag all, un heuliad en doa graet berzh dre ma oa un dizoloadenn evit al lodenn vrasañ ac'hanomp.

An taol-mañ eo 26 rann a vo gwelet betek an hañv, rannoù berr, nerzhus, sevenet gant Lionel Buannic ha skeudennaouet gant Herve Huneau.

Bourrañ a reer ken kenañ gant an doare m'eo bet kontet an istor gant Claude Nadeau, hag ar santimant hon eus da vezañ desket un tamm brav ouzhpenn diwar sevenadur hor bro.

Gouzout a oar ar gontourez lakaat pep prantad sonerezh en hec'h amzer : desket vez ganti perak zo bet meur a sonaozour zo deut da Wened pa oa ar parlamant harluet goude emsavadeg ar bonedoù ruz.

Deskiñ a reer penaos he deus graet e reuz giz ar « bretonneries » e bed ar sonerezh ivez, pa zo bet c'hoariet e Pariz ur mell pezh « Le pardon de Ploermel » pa n'eus bet morse pardon ebet er gêr-se.

War an ton bras, limigoù da lipañ betek-penn beb sul da 11 ur war France 3 Bretagne adalek an 13 a viz Genver ha war internet war Brezhoweb adalek ar 14 a viz Genver.

Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 5 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons