208 vues

Abadenn Yann-Fañch Kemener, an eil war ar brezel bras. Paotr Enez Groé, un den bras, un den meur, mab ur pesketaer...

Plijus ken ken eo selaou brezhoneg bro an Oriant, a vez klevet war gwagennoù Radio festival ha Radio bro Gwened e straedoù kerbenn ar Gelted 'pad dek devezh. Met pa vez war al leurenn eo plijusoc'h c'hoazh.

"Pedenn ar Moraer

Mestr, troeit or-bes er mor a houlenn de hevred

Pennet é biz hag é merùent

Ha, kaer redeg, on higenneu n'o-des skourret

Pesk erbed hed-ha-hed d'en hent.

(...)

Er groéz e gaseh ar er Halvar, dré zoén,

oé ponnér ; on hani eùé :

Michér er martelod zo eur vichér a boén,

Bamdé 'ta dem unan nùé..."

Yan Ber Calloc'h, Ar en deulin, 1921.

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....