Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Communiqué de presse -
Votadeg foran e ti-gar Gwengamp d'an 21 a viz C'hwevrer
Gant strollad Ai'ta !, hag a zifenn implij ar brezhoneg er vuhez foran, e vo aozet ur votadeg foran d'ar sadorn 21 a viz C'hwevrer, eus 10e da greisteiz, dirak
Par Collectif pour Ai'ta ! Kreiz Breizh le 16/02/15 18:42

Gant strollad Ai'ta !, hag a zifenn implij ar brezhoneg er vuhez foran, e vo aozet ur votadeg foran d'ar sadorn 21 a viz C'hwevrer, eus 10e da greisteiz, dirak ti-gar Gwengamp. Pal ar votadeg-mañ a vo goulennata ar veajourien, an implijidi, kement ha tud ar vro war plas ar brezhoneg en ti-gar nevez da-heul al labourioù a echuo a-benn miz Mae. Ur goulenn eeun a vo savet outo : « Ha mat eo deoc'h e vefe divyezhek, brezhoneg ha galleg par-ouzh-par, ti-gar Gwengamp ? »

Ur strollad hag a stourm evit diorren ar brezhoneg er vuhez foran eo Ai'ta !. Abaoe m'eo bet krouet e 2005 en deus goulennet hor strollad emgavioù ha skrivet un toullad lizhiri da renerien an SNCF ha da Guzul rannvro Breizh evit goulenn ma vo brezhoneg en trenioù hag en tiez-gar (panellioù, mekanikoù, kemennadennoù dre gomz, lakaat war-raok an implijidi a oar brezhoneg…). Ne c'hell chom bev ur yezh nemet ma c'heller ober ganti bemdez, da lavaret eo gwelet, klevet ha komz brezhoneg e kement degouezh posubl. Kement-mañ a rank bezañ gwir ivez er rouedad tiez-gar ha trenioù a gaver e Breizh, rak kalzig a dud a vez o vont hag o tont drezhañ. Perak 'ta e vefe dibosubl ober e Breizh ar pezh a vez graet abaoe pell evit yezhoù minorel all en Europa ?

Abaoe meur a vloavezh e vez graet gant ar brezhoneg e tiez-gar TER/THR zo. Labourioù a vez en holl diez-gar TGV/TTB (evel amañ e Gwengamp), pe a vo a-raok pell. Un degouezh a zoare eo eta evit degas ar brezhoneg el lec'hioù-se, ha war ar panelloù da gentañ penn, par ouzh ar galleg (memes titouroù en div yezh, memes ment, memes stumm d'al lizherennoù), evit ma c'hello ar vrezhonegerien ober aes gant o yezh. Gant an oberoù-mañ ez aio an SNCF war ar memes hent hag ar politikerezhioù yezh bet votet gant ar strollegezhioù lec'hel (kumun ha Kumuniezh kumunioù Gwengamp, rannvro Breizh). Harpet eo ivez ar goulenn-mañ gant un toullad senedourien ha kannaded deus ar vro, en o zouez Annie Le Houerou, kannadez Gwengamp.

Deuit niverus da embann ho soñj ha/pe da sikour evit kas ar votadeg da benn !

Voir aussi sur le même sujet : signalétique, sncf, bilingue, Guingamp