Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Votadeg foran Ai'ta ! dirak ti-post Karaez
"Daoust ha mat eo deoc'h e vefe divyezhek brezhoneg-galleg ti-post Karaez ?" Setu ar goulenn a vo savet ouzh pratikoù Post kêrbenn ar Poc'her, d'ar sadorn 2 a viz Even, etre
Collectif Par Ai'ta ! Kreiz Breizh le 30/05/12 19:11
26155_1.jpg
votadeg dirak ti-post An Oriant - Here 2009

"Daoust ha mat eo deoc'h e vefe divyezhek brezhoneg-galleg ti-post Karaez ?"

Setu ar goulenn a vo savet ouzh pratikoù Post kêrbenn ar Poc'her, d'ar sadorn 2 a viz Even, etre 10 eur ha kreisteiz.

A-benn nebeut e vo boulc'het gant labourioù bras evit modernelaat an ti-post-se. Perak na vefe ket lakaet ar brezhoneg war-wel da geñver an dra-se 'ta ? Aes a vefe staliañ panelloù ha mekanikoù en div yezh, koulz ha broudañ an implijidi a oar brezhoneg da gomz yezh ar vro gant ar pratikoù ma faota dezhe !

Sioul hag arouezius e vo an oberenn-se, evel ma oa bet kinniget c'hoazh gant Ai'ta ! e kêrioù all deus ar vro. Ar wech kentañ a vo dimp da vont en darempred gant an ti-post-se, staliet en ur gêr gwall vrudet evit he youl da lakaat hor yezh da vevañ bemdez.

Deomp niverus da votiñ 'ta evit diskouez e fell dimp kas ar brezhoneg war-raok er vuhez foran !

Document PDF skritell_votadeg_post_karaez_-_2_a_viz_even_2012.pdf . Source :
Document PDF trakt_votadeg_karaez_-_even_2012.pdf . Source :
Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 6 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons