Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Reportage -
Viva Buena Vista!
Dec'h da noz eh eus bet ur froud nevez en Oriant, froud sonerezh Amerika Latin. Buena Vista Social Club, arouez bedel ar sonerezh kuban, o deus lakaet an Espace Marine
Maëlle Ausias pour ABP le 6/08/12 13:25

Dec'h da noz eh eus bet ur froud nevez en Oriant, froud sonerezh Amerika Latin. Buena Vista Social Club, arouez bedel ar sonerezh kuban, o deus lakaet an Espace Marine da zañsal, da oueliñ ha da strakal. Daoust da ezvezañs sonerien pouezus ar strollad, él Compay Segundo, e chome memestra kreñv spered kuban Buena Vista Social Club. Kar dre mailhoni re yaouank ar strollad ha neuz vat ar re o deus bevet troioù-kaer Buena Vista eo bet tu dezhe adkrouañ ul lodenn vras ag aergelc'h pennfolus ar strollad er blezioù 50.

Ar strollad Asturian, Tejedor, en doa dija lakaet tan d'ar sal get o sonerezh hag o binviji hengounel mesket da mouezh alfous ar ganerezh iwerzhonad Karan Casey.

Evit Fanny Chauffin, 'pad Emvod ar Gelted en Oriant.
Gwelout pennadoù all gant Maëlle Ausias
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 5 multiplié par 3 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons