
Valerian ha Laureline eo tresadenn-vev an distro-skol war Brezhoweb. Lakaet eo bet enlinenn rann gentañ, ha skignet e vo an eil a-benn dilun.
Brezhoweb a ginnig deoc'h un dresadenn-vev nevez evit an distro-skol, "Valerian ha Laureline". Valerian e brezhoneg http://www.brezhoweb.bzh/Valerian-laureline-koll-digoll_fiche_1284.html
Lakaet eo bet enlinenn rann gentañ Valerian. Er bloavezh 2416, Valerian, studier ampart an Akademi Spas-Amzerel, e vez roet dezhañ e gefridi kentañ en amzer : arselliñ gizioù ur gêriadenn Normant er rakgrennamzer, er bloavezh 912. Terriñ a ra Valerian Trede Lezenn ar beajoù en amzer en ur saveteiñ Laureline, un dermajiez yaouank, rak un aotrou kriz, Wilfrid a Dankarville.
An eil rann a vo skignet adalek al lun 11 a viz gwengolo war Brezhoweb, betek an 22 a viz here.
Diverradenn an eil rann :
Aet eo an Douar diwar-wel ha n’hall ket an Tempus Fugit, an egorlestr spas-amzerel, beajiñ en amzer ken. Divizout a ra neuze Valerian mont da Gêr-Greiz, kerbenn an holl vedoù anavezet. Oc’h en em gavout e Kêr-Greiz e kompren an daou harozh n’eo ket anavezet an Douar gant an dud. An daou Zouarad nemeto zo anezho ! Met n’o deus ket amzer da drueziñ gant o flanedenn. Troioù-kaer a vevont da sikour ar Priñs Baral, hêr tron an Impalaerezh aldebaran, da dec’hout diouzh ar Vlagosed hirisus a fell dezho bezañ mestr war ar galaksi.
An tele nemetañ e brezhoneg penn-da-benn ! Abadennoù evit ar re vras hag ar re vihan, filmoù, teulfilmoù, tresadennoù-bev, rummadoù, sitkomoù... Adkavit an holl brogrammoù e brezhoneg war lec'hienn Brezhoweb war-eeun etre 6e noz ha 10e30 noz, pe er replay pa faot deoc'h.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !