Hogozik an holl dud o deus klevet komz eus ar Vreudeur Lumière gant o mekanik, ar Sinematograf. Pe c'hoazh eus Thomas Edison gant e ginetograf.
Met nebeut a dud a anavez an istoriograf, ur c’henstriver, implijet gant Mari Kerstrat hag he mab Henri.
Ijinet, pe kentoc'h, prenet o doa ur mekanik, an istoriograf, evit bannañ filmoù ba Bro-C'hanada.
E-touesk ar re gentañ e oent o vannañ filmoù ba du-hont, hag Henri 'zo anavezet evit bezañ ar "Bardellour" kentañ ba Bro-C'hebek.
Ha digoret o doa ur sal sinema ba Broadway, ba New-York, e... 1899 !
Dizoloit o buhez kement hag orin ar sinema er rann-se eus an abadenn An Istor Livet, da welet o klikañ amañ.
Un abadenn istitlet e galleg hag e brezhoneg.
0 | 0 | Tweet |
![]() |