Gant ar Poellgor Aliañ war ar Vreizhadelezh e Roazhon eo bet kinniget da zilennidi Meurgêr Roazhon, d'ar Yaou 18 a viz Here, ur valizennadig savet evito d'o c'hizidikaat ouzh diorroadur ar brezhoneg. Ar wech kentañ eo e kasfed da benn ul labour evel an hini zo bet graet gant ar bodad

Gant ar Poellgor Aliañ war ar Vreizhadelezh e Roazhon ez eus bet kinniget da zilennidi Meurgêr Roazhon, d'ar Yaou 18 a viz Here, ur valizennadig savet evito d'o c'hizidikaat ouzh diorroadur ar brezhoneg.

Ar wech kentañ eo e kasfed da benn ul labour evel an hini zo bet graet gant ar bodad « brezhoneg ha kelenn » er Poellgor Aliañ war ar Vreizhadelezh. Krouet e oa bet ar poellgor-se e 1996 e Roazhon war atiz ar maer, an Ao. Edmond Herve. Martial Gabillard, hag a oa en amzer-se eilmaer e karg eus ar sevenadur, ha zo deuet da vezañ kuzulier-kêr e karg eus ar sevenadurioù breizhek abaoe, eo prezidant ar poellgor.

War bajenn gentañ an teul e adkas da soñj da bep hini pegen pouezus eo ar brezhoneg e buhez kêr Roazhon ha displegañ a ra e rank kêr-benn Breizh harpañ kreñv diorroadur ar brezhoneg.

Emañ Roazhon, en deiz hiziv, e penn a-raok kêrioù Breizh gant 440 skoliad enskrivet er c'hentañ derez divyezhek. Ouzhpenn da se, tost da 200 skolajiad ha lisead o deus kemeret ar brezhoneg evel danvez da zibab. Kontañ a reer 247 studier war ar brezhoneg er skol-veur ha 400 a dud deuet er c'hentelioù-noz bep bloaz. Padal e weler n'eus nemet kumunioù Bruz ha Roazhon a ginnig ur c'helennadur e brezhoneg, da lavaret eo 2 gumun diwar ar 37 kumun zo bodet er Gumuniezh kumunioù. Dont a ra ar vugale skoliataet en hentadoù divyezhek eus 50 kumun tro war-dro. Ar pezh a ziskouez sklaer e vefe tu da ziorren kalz muioc'h ar c'helennadur brezhonek e diazad bro Roazhon. Ur skoazell e vo ar « valizennadig-dilennidi » evit henchañ an dilennidi da zigeriñ klasoù divyezhek en o c'humun eta.

Ar « valizennadig-dilennidi »-mañ a zo kinniget dindan stumm ur c'hodellig gant fichennoù sintetek. Sifroù ha dregantadoù a zegas ur sell pizh war stad ar brezhoneg e kumunioù an topald-kêrioù. Frouezh ur c'henlabour eo etre an 3 hentad kelenn divyezhek : Diwan (skolioù dre soubidigezh), Div Yezh (skol bublik divyezhek) ha Dihun (skol brevez divyezhek), ar gevredigezh Skol an Emsav a ra war-dro kentelioù-noz ha stummadurioù dibaouez hag Ofis ar Brezhoneg, benveg rannvroel ar politikerezh yezh.

Ar pal kentañ eo reiñ c'hoant d'an dilennidi da grouiñ, war dachenn o c'humun pe hini Meurgêr Roazhon, lec'hiennoù divyezhek nevez, kreizennoù dudi pe magourioù, rak diouer bras zo anezho.

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus