Abaoe 2008 e tiorren Ofis publik ar Brezhoneg un troer emgefre brezhoneg-galleg. War lec'hienn an Ofis e c'haller e gavout : http://www.ofis-bzh.org/bzh/ressources_linguistiques/index-troerofis.php Deuet ez eus er-maez hiziv ur stumm nevez (ar

Abaoe 2008 e tiorren Ofis publik ar Brezhoneg un troer emgefre brezhoneg-galleg. War lec'hienn an Ofis e c'haller e gavout : http://www.ofis-bzh.org/bzh/ressources_linguistiques/index-troerofis.php

Deuet ez eus er-maez hiziv ur stumm nevez (ar stumm 0.5). Evel evit pep doare nevez eo bet kresket ar c'heriaoueg anavezet e-keñver ar stumm kent. Kalz a anvioù divoutin nevez zo bet ouzhpennet ivez (anvioù-badez, anvioù-familh, lec'hanvioù, anvioù merkoù...). Renket ez eus bet kudennoù niverus; pledet e vez mat bremañ gant stummoù ispisial zo, evel kemmadurioù ar gerioù a ra o liester e daou (da sk. : e zaoulagad, ho taoulagad) pe ar gerioù benel a grog gant g hag a fat o lizherenn gentañ war-lerc'h ar ger-mell (da sk. gouiziegezh, ar ouiziegezh). Meur a reolenn zo bet spisaet ha digammet ez eus bet un toullad patromoù deverañ, paneveken evit anavezout muioc'h a liesterioù diabarzh pe adliesterioù.

Ar re a garfe pellgargañ ar pakad a gavo anezhañ war Sourceforge : https://sourceforge.net/projects/apertium/files/apertium-br-fr/0.5.0/

Un difazier yezhadurel evit LibreOffice

Abaoe meur a viz e kenlabour an Ofis publik e savidigezh un difazier yezhadurel kentañ evit LibreOffice. LanguageTool eo anv ar benveg, digoust eo ha frank a wirioù.

Meret eo ar raktres brezhonek gant Dominique Pellé, anezhañ ur Breizhad divroet en Izelvroioù zo oc'h adperc'hennañ yezh ar vro. Gallout a reer pellgargañ LanguageTool amañ : http://www.languagetool.org/br/

Mont a ra LanguageTool kalz pelloc'h eget diskoachañ fazioù kemmadurioù (pezh zo mat dija). Tost 400 reolenn difaziañ zo bet savet evit ar stumm kentañ-mañ c'hoazh. LanguageTool a gav fazioù hag a ginnig diskoulmoù da-heul. Ur benveg aes d'ober gantañ ha ret evit an holl re a fell dezho gwellaat o brezhoneg skrivet.

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus