34810 vues
Gant Perynn, peadra zo da vout souezhet bep miz : goude ar film, an triad kanerezed, setu ur strollad rap !
Diaes eo kontañ niver a raktresoù arzel kaset da benn gant Perynn : video, sonerezh, kan, ... Goude Allah's kanañ, goude studioù uhel war an alamaneg, ne baouez ket ar plac'h yaouank da grouiñ e brezhoneg.
Brav eo an disoc'h, hag ur "bro gozh" mod-se a zo dreist, adnevezaet, hag arouezus eus ur yaouankiz a chom er vro gant ar c'hoant krouiñ e brezhoneg, gant fent ha labour kempenn war un dro.
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !