Un degouezh dibar a vo deus outañ d\'ar Gwener 28 a viz Du e Ti ar Vro Kemper da 6 e 30 noz : krouidigezh ar c\'hentañ strollad eskemm brezhonek tro dro d\'ar fed bezañ tad pe vamm.
Ur strollad komz a ginnig deoc\'h eskemm bep miz diwar-benn bed ar re vihan toud en un aergelc\'h plijus. Ar gaoz a vo e brezhoneg diwar-benn temoù evel al laezhadur, ar gwilioud, ar skerb dougen, pe temoù all kinniget gant an dud a gemero perzh.
Emaomp e soñj rannañ an emvodoù e div lodenn, da lavaret eo da gentañ ur gaoz digor, ha war-lec\'h ur brezegenn vihan diwar-benn un tem resis.
An emvod kentañ a vo aozet e Ti ar Vro Kemper d\'an 28 a viz Du, da 6 e 30 noz. Bez\' e c\'hellit degas ho pugale hag un tamm peadra da evañ ha da zebriñ.
Digor eo ar strollad d\'ar gerent, kozh pe yaouank, ha d\'ar re n\'o deus ket a vabig c\'hoazh. Evit kaout muioc\'h a ditouroù, bez\' e c\'hellit pellgomz da Anne er 06 63 16 09 75.
Gant sikour Divskouarn eo aozet an abadennoù, ar gevredigezh da gas ar brezhoneg war-raok a-raok ar skoliata.