An aotrou Christian Marquet, maer Lannuon, en deus savet klemm ouzh ar strollad Ai'ta ! abalamour d'ar pegsunioù « E brezhoneg ! » a zo bet peget niverus ouzh panelloù

An aotrou Christian Marquet, maer Lannuon, en deus savet klemm ouzh ar strollad Ai'ta ! abalamour d'ar pegsunioù « E brezhoneg ! » a zo bet peget niverus ouzh panelloù divrezhonek ar gumun-se.

Hirie, gwener 6 a viz Gouere, ez eus bet galvet unan deus stourmerien ar strollad orañjez da vont d'an ti-polis evit bezañ goulennataet diwar-benn an afer-se.

Pedet e vez an holl dud kontant da skoazellañ Ai'ta ! da zont dirak ti-polis Lannuon (2 boulouard ar Forlac'h) adalek 5 eur 15 eta.

Ai'ta ! Kreiz Breizh

Ai'ta ! est un collectif de défense et de promotion de la langue bretonne dans la vie publique. Le collectif mène des actions non-violentes et est indépendant de tout parti politique. En savoir plus