Logo Stumdi
Logo Stumdi
Photo Yann-Fañch Kemener
Photo Yann-Fañch Kemener

Ur staj berr : Breizh dre ganaouennoù. Kaset en-dro gant Yann-Fañch Kemener. Eus ar 15 d'ar 17 a viz C'hwevrer 2012, e Silieg (56). Liveoù : 2-3. Palioù : Dizoleiñ testennoù a-bouez bras er

Ur staj berr : Breizh dre ganaouennoù. Kaset en-dro gant Yann-Fañch Kemener. Eus ar 15 d'ar 17 a viz C'hwevrer 2012, e Silieg (56).

Liveoù : 2-3

Palioù : Dizoleiñ testennoù a-bouez bras er c'hanaouennoù brezhonek, Dizoleiñ pouez ar c'han hag ar gomz, Kaout un tañva eus teknikoù ar c'han, Lakaat e pleustr ar pezh a vo bet desket.

Kinnig :
Kinniget e vo gant Stumdi ur staj berr nevez : Breizh dre ganaouennoù, kaset en-dro gant ar stummer, kaner ha dastumer Yann-Fañch Kemener.
En em ziazezañ a raio war embannadennoù dastumerien an XIXvet hag an XXvet kantved, ha dreist-holl war ar pezh en deus dastumet e kreiz-Breizh.

Mont e darempred gant :
STUMDI Maner Keranden BP 311 29413 LANDERNE Cedex
02 98 21 39 94 - bzh.stumdi@wanadoo.fr - http://www.stumdi.com