Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Ur skol-vamm nevez e Louaneg gant Diwan
Degemeret ha votet eo bet digoridigezh skol-vamm Louaneg d’ar Sadorn 18 a viz Meurzh diwezhañ gant Kuzul Merañ Diwan Breizh. Digor e vo ar skol neuze e miz Gwengolo 2006 gant un daouzek bugel bennak oadet etre 2 ha 5 bloaz. Pempvet Skol Diwan ha tregont e vo hag an deirvet
Stéphanie Stoll pour Harpañ Diwan e Perroz le 27/03/06 22:58

Degemeret ha votet eo bet digoridigezh skol-vamm Louaneg d’ar Sadorn 18 a viz Meurzh diwezhañ gant Kuzul Merañ Diwan Breizh. Digor e vo ar skol neuze e miz Gwengolo 2006 gant un daouzek bugel bennak oadet etre 2 ha 5 bloaz.

Pempvet Skol Diwan ha tregont e vo hag an deirvet e Bro-Dreger gant skol Wengamp hag hini Lannuon. Abaoe digoridigezh Skol Diwan Dinan e 2000 ne oa bet digoret hini all ebet en Aodoù-an-Arvor.

Digor e vo ar skol nevez-mañ da familhoù kanton Perroz (Perroz, Sant-Ke, Louaneg, Trelevern, an Treoù, ha Kervaria…), un dachenn e-lec’h ma’z eus 25 000 a dud o chom.

Krouet e vo ar skol nevez diwar un hir a labour bet kroget 27 vloaz ‘zo gant Harpañ Diwan e Perroz hag a aoz ivez kentelioù noz evit an dud-vras.

Contacts : Yann Laurent, 02 96 23 78 18 et Yves-Marie Le Bras, 02 96 23 36 91

logo
Harpañ Diwan e Perros a zo kuzul skoazell skol Diwan Louaneg. Digoret eo ar skol a-baoe miz Eost 2006.
Gwelout pennadoù all Harpañ Diwan e Perroz
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 1 multiplié par 7 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons