Kanerezed brudet a zo niverus er vro. Met bemdez e tiwan kanerezed nevez, evel bodekoù gant heol miz Even. E Kawan e oa unan anezho o vleuniañ ...
Par Fanny Chauffin pour ABP le 13/06/11 1:26
Bloaz 'zo, nozvezh Gouel ar brezhoneg, o doa divizet an daou zen, ur ganerez kan ha diskan, merc'h Jean-Claude Talec, hag ur soner akordeoñs, Yannig Noguet e anv, kregiñ da bleustriñ asambles war tonioù ar vro.
Ha setu an disoc'h, un abadenn a-feson gant tonioù hengounel, heuliadoù plinn ha gavotenn, met ivez kanaouennoù nevez (Ar Rozenn), pe gant pozioù hengounel (re dastumet gant Larboulette), pe c'hoazh kanaouennoù milvrudet evel Plogo, met kanet en un doare all.
Ul labour dispar a vo adkavet, emichañs, war holl leurennoù Breizh !
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....