256 vues

Gant Jakez Erwan oa bet skrivet ur bern romantoù evit ar yaouankiz, met e romant nevez a zo bet savet en ur mod all c'hoazh

Gant Jakez Erwan oa bet skrivet ur bern romantoù evit ar yaouankiz, met barrek eo evit sevel un istor a vremañ diwar-benn ar mafia

Evit "Katrina" embannet e 2007 e oa bet memes mod : levezonet oa bet Jakez Erwan Mouton gant un darvoud c'hoarvezet en Amerika.
Ar wech-mañ eo lazhadeg ur vaouezh en Italia en doa lakaet anezhañ da skrivañ un istor a gont darvoudoù kriz kontet en un doare "romant polis ti-gar", 150 000 sin, met skuizhder ebet evit al lenner, o heuliañ ar Mafia en un doare skrivañ dic'hortoz.

Setu un atersadenn gant ar skrivagner, o c'hortoz an embann evit Priz ar Yaouankiz, evit krennarded al lise ha lennerien a bep seurt oad...

Levrlennadur Jakez Erwan Mouton :

  • Kammejou kenta, un dastumad barzhonegoù bet embannet gant Brud Nevez e 1990.
  • Amba Odou, ur rentañ-kont eus div veaj en doa graet e Mali, skrivet kevret gant Marie-Christine Waterkein hag embannet gant Emgleo Breiz e 1995, 127 p., ISBN 978-2-86775-150-9
  • Mignon d'ar Sklaved, ur romant bet embannet gant Keit Vimp Bev 2005, 96 p., ISBN 978-2-86824-066-8. Aet oa eil priz ar yaouankiz er rummad 6vet/5vet klas gantañ e 2005.
  • Katrina, emb. Keit Vimp Bev, 2007, 52 p. Kentañ priz ar Yaouankiz 2007.
  • Diougan Ketzalkoatl, emb. Keit Vimp Bev, 2007, 72 p., ISBN 978-2-86824-096-5. Eil priz ar Yaouankiz 2007.
  • Ar C'hraken, emb. Keit Vimp Bev, 2009, 78 p., ISBN 978-2-86824-129-8.
  • Ar Gitar Tredan, emb. An Alarc'h, 2010, 100 p.
  • An Doubl, emb. Emgleo Breiz, 2010, ISBN 978-2-35974-005-9
  • No Pasaran emb. Keit Vimp Bev, 2014, ISBN 978-2-86824-211-2
  • Stourm ha Karantez, em. Keit Vimp Bev, Priz ar Yaouankiz 2015 4re/lise.