Votet eo bet gant ar C'huzul-kêr evit ma vo kaset da benn 15 ober ac'hann da 2010 gant ar pal tizhout label live 2 ar garta Ya d'ar brezhoneg. E-kerzh

Votet eo bet gant ar C'huzul-kêr evit ma vo kaset da benn 15 ober ac'hann da 2010 gant ar pal tizhout label live 2 ar garta Ya d'ar brezhoneg. E-kerzh an tri bloaz a zeu e vo lakaet e pleustr 20 ober en holl.

Gant Alain Pennec, maer, eo bet sinet ar garta d'ar Merc'her 14 a viz Genver 2009 dirak Lena Louarn, prezidantez an Ofis hag ur bern tud eus ar gumun. Oberoù liesseurt a vo graet gant ar gumun a lakaio meur a seurt tud da gemer perzh.

Binvioù kehentiñ divyezhek a vo gant an Ti-kêr a-benn nebeut evel ar responterez, ar paper-lizher da sevel lizhiri, ar pedadennoù evit an darvoudoù aozet gant ar gumun, teuliadoù ofisiel kinniget d'an annezidi (levrig-familh, teulioù evit diskleriadurioù a bep seurt – embannadoù eured, mortuajoù, ganedigezh ur babig, badeziant republikan, ha kement 'zo).

Stummadurioù war ar yezh a vo aozet evit an implijidi a fello dezho

Tu vo d'an dilennidi implijout kartennoù-bizit divyezhek. Ganto ivez e vo kinniget d'an dud nevez eurediñ e brezhoneg. Ha pennad-stur ar maer e kazetenn an Ti-kêr a vo kinniget en div yezh. Mod-all, graet e vo un enklask e-touez kerent ar vugaligoù a zo o chom er gumun a-benn gouzout pegen dedennet int gant ar c'helenn divyezhek. Ur skol Diwan a zo e Kemperle c'hoazh hag ur raktres skol kentañ derez divezhek publik a zo war ar stern ivez. Kemer a raio perzh ar gumun e vrudadeg ar c'helenn brezhoneg d'an oadourien. Prenañ a raio ingal levrioù e brezhoneg evit ar vediaoueg ha plakennoù-straed divyezhek a vo staliet bewezh ma vo ur banell da cheñch pe ma vo krouet un hent nevez.

Etre ar gumun hag an Ofis e vo sinet ur gevrat-kefridi evit heuliañ mat al labour da gas da benn.

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus