Dont a raio er-maez pladenn''Lapous an tan'' gant Bernez Tangi e Sant Kadou d'ar sadorn 18 a viz Ebrel 2009. Evit lidañ an darvoud, oc'h pedet gant Tarv Ruz da dap ur banc'h er "Pub Sant Hubert

Dont a raio er-maez pladenn "Lapous an tan" gant Bernez Tangi e Sant Kadou (29) d'ar sadorn 18 a viz Ebrel 2009. Evit lidañ an darvoud, oc'h pedet gant "Tarv Ruz" da dap ur banc'h er "Pub Sant Hubert" da 6 e 30 noz ha da gemer perzh er sonadeg da heul "soubenn ar brulu" (sal ar gouelioù e Sant Cadou) aozet gant gevredigezh "Asomniaks" (T.M Elements, Bernez Tangi, Gimol Dru Band + Sonerien pedet ha barzhoniezh).

Tro peus bet da welout kizeladurioù Kristen Nikolaz e miz meurzh e Ti ar vro Kemper.

Ar miz-mañ 'vo kinniget deoc'h ur wech ouzhpenn un diskouezadeg Taolennoù arzel graet gant Kanerien deus ar vro. Ar miz-mañ e vo tro da Bernez Tangi diskouezh 'pezh en deus livet er mare mañ.

Ouzhpenn deus e taolennoù, e vo tu dizoleiñ ivez e bladenn nevez o tont er maez e miz Ebrel 2009.

Lapous an tan, Tarv Ruz – CD.