D'ar sul 27 a viz kalan-gouiañv e Ti Kendalc'h
C’hoariva : "Malachap story", ur western farsus e brezhoneg
Kinniget ’vo "Malachap story" e Sant Visant / Oud, d'ar sul 27 a viz Du (Kalanv gouianv), da 4e00 da nozh e Ti Kendalc'h get ar strollad C'hoarivari a Langedeg (e tal An Oriant). "Malachap story" zo ur western tennet ag ur pezh c'hoari fentus skrivet e galleg get René de Obaldia, "Du vent dans les branches de sassafras". Lakaet eo bet e brezhoneg istor ar familh Gourvenneg, labourizion douar e tal Malachap city, er C’hentuky, e penn kentan ar XIXet kantved. Met n'eo ket sioul ar vuhez get an Indianed a zo war hent ar brezel... ur follen e galleg vo bet roet d'ar re n'anavezont ket mat brezhoneg. Eizh aktour zo war al leurenn : Maurice Jouanno (Job Gourvenneg), Armelle Boullé (Anna Gourvenneg), Marc Brustiec (Doktor Ar Floc’h), Yann Collias (Kevin Gourvenneg), Natacha Ar Gall (Jennifer Gourvenneg), Kristen Pennberr (Lagad Klujar ha Lagad Erer), Yvette Brustiec (Deborah - Buan el un tenn); Christian Le Meut (James Billy). Leurennourez : Yvette Brustiec.
Aosadur : Kreizenn Ti Kendalc'h, Ti Kendalc'h 56 350 Sant Visant an Oud Prizioù : digoust evit ar bugale et yaouankiz, 4 € den en oad