Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Ur patrom kevredigezhel breizhat nevez
Un hengoun kilezour hon eus e Breizh gant hon aozadurioù gounezel ha micherel ha gant bividigezh hor c'hevredigezhioù. An enkadenn armerzhel, fin al labour evit an
Christian Troadec Par Nous te ferons Bretagne le 4/03/10 3:25

Un hengoun kilezour hon eus e Breizh gant hon aozadurioù gounezel ha micherel ha gant bividigezh hor c'hevredigezhioù.

An enkadenn armerzhel, fin al labour evit an holl, fin ar Stad providañs hor redi da adsevel ensavadurioù kenskoazell e Breizh. Ret eo dimp tizhout ar pal-se. N'eo ket degas ul louzoù da bareañ goulioù armerzhel Breizh eo a fell dimp, met sevel ur patrom kevredigezhel breizhat nevez.

Fellout a ra dimp reiñ harp d'ul lezenn-stern an darempredoù implijerien/labourerien evit herouezañ ur spered embregerezh diazezet war an doujañs d'an dud ha war pal micherel an embregerezh, ha n'eo ket hepken war ar rastellat arc'hant. Dezrann saviad al « labourerien baour » evit mont er-maez eus an ezperzhiadur hag eus ar baourentez. Krouiñ un Ofis al lojañ a-benn reiñ da bep hini ul lojeiz dereat ha gremmarboellus. Sevel un tamm e pep lec'h tiez prederiañ an dud, (evel tiez a yec'hed) o kenlabourat gant ar pennospitalioù skolveurel. Krouiñ ur C'hef Kretaat Kleñved emren e Breizh, o kemer skouer war ar pezh a vez graet en Elzas, hag a lezo pep hini da zibab ar mod da vezañ prederiet a fello dezhañ.

Programm al listenn (voir le site)

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 2 multiplié par 1 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons