Brest, straed Siam, stal-levrioù Dialogues, d'ar meurzh 13 a viz Kerzu, 6 eur noz. Ur medisin eo Jean Branellec, ispisialour diwar-benn ahuniñ hag adreiñ buhez : ha brezhoneger eus ar re

Brest, straed Siam, stal-levrioù Dialogues, d'ar meurzh 13 a viz Kerzu, 6 eur noz.

Ur medisin eo Jean Branellec, ispisialour diwar-benn ahuniñ hag adreiñ buhez : ha brezhoneger eus ar re wellañ ! Desket en eus ar yezh e-unan evit bezañ gouest da gaozeal gant ar re glañv e-kichen Montroulez, lec'h m'eo bet krog gant e vicher. Ha bremañ e labour hanter-amzer en ospital ar Gazeg Wenn e Brest, hag hanter e broioù pell evit an ONG « Médecins Sans Frontières ». Deuit d'e glevout ha da sevel goulennoù outañ ! E brezhoneg evel just !

Michel Treguer

Michel Treguer est l'animateur bretonnant des rencontres “Café breton” qui se déroulent à la Librairie Dialogues de Brest. <br>Forum Roull<br>29200 Brest <br>Tel : 02 98 44 88 68. Site de la Librairie : http://www.librairiedialogues.fr/ En savoir plus