1458 vues

Martial n'en doa ket studiet e Skol Veur, desket pep tra e-unan, noz ha deiz, e gwele an ospital zoken. Stourmer, toullbac'het, rebechet dezhañ gant le Canard enchaîné un nebeut gerioù

Martial n'en doa ket studiet e Skol Veur, desket pep tra e-unan, noz ha deiz, e gwele an ospital zoken.

Stourmer, toullbac'het, rebechet dezhañ gant le Canard enchaîné un nebeut gerioù re "vroadelourien", n'en doa ket paouezet ar marc'h labour da vont war raok.

Rener An Here, lakaet meur a genlabourer da echuiñ ar geriadur unyezhek, kaset meur a raktres gantañ, Martial oa o labourat war raktresoù nevez atav.

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....