Dirak ar Poull du, brav an amzer, tud o tebriñ fritez, meskl, krampouezh. Kanaouennoù martoloded, kelc'h ar vugale Kloar, kelc'h Benodet ... Paneroù graet gant ar gevredigezh "Dre ar Wenojenn"

Dirak ar Poull du, brav an amzer, tud o tebriñ fritez, meskl, krampouezh. Kanaouennoù martoloded, kelc\'h ar vugale Kloar, kelc\'h Benodet ... Paneroù graet gant ar gevredigezh \"Dre ar Wenojenn\" (gant haleg, delienn-gavr, evlec\'h). Dantelezh ivez. Hag e-pad 20 munutenn, Anne-Marie Colomer, Denise Lefranc, Huguette Gaudart, o kanañ tonioù ar vro ha rimadelloù, ul lod anavezet gant an arvesterien, ur mousc\'hoarzh bras ganto. Trugarez d\'ar skipailh Korollerien Laita da vezañ pedet tud ar vro o kanañ e brezhoneg dirak an holl. Div bladenn a zo bet embannet gant Taol Kurun gant 14 kaner. Moien zo deoc\'h prenañ anezho dre lizher : taolkurun@laposte.net

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....