-- Politique --
Ur gelaouenn nevez a zo ganet !
Annonce de Kannadig Imbourc'h (porte parole Tepod Mab Kerlevenez) publié le 15/01/19 20:34
Annonce de Kannadig Imbourc'h (porte parole Tepod Mab Kerlevenez) publié le 15/01/19 20:34
Deiz mat gouloù deoc'h !
Golo diwezhañ Kannadig Imbourc'h o kinnig donedigezh Ar Gouloù Gwenn en he lec'h.
Kinnig a ran deoc'h ur gelaouenn vrezhonek nevez, AR GOULOU GWENN he anv. Kemer a ra plas Kannadig Imbourc'h a oa kelaouenn Emglev an Tiegezhioù. Ar Gouloù Gwenn a vo distag avat diouzh E.A.T., en ur zerc'hel d'ar spered brogarour brezhon a oa he hini, met o skañvaat an tu kristen anezhi. Digor eo hor pajennoù d'hon holl re o dije mennadoù ha mennozhioù da rannañ gant ar Vrezhoned a-vremañ a gred e dazont Breizh. Koumananterien koulz ha kenskriverien nevez a glaskomp, na dermit ket da vont e darempred war-eeun ganin m'ho pije goulenn-pe-goulenn da sevel, ha da gemer ur c'houmanant evit ar bloaz nevez-mañ 2019 : 20 € evit 5 skouerenn, en anv Jean-Marie Michel (da gas d'ar chomlec'h 12 Straed René Giraud, 44130 BLAEN). Da c'hortoz krouidigezh ur gevredigezh a-ziforc'h a zeuio hep dale.
Souten an embann brezhonek a zo souten Breizh vev, souten ar re a skriv a zo ivez souten o mennozhioù ha diskouez evel-se hon eus spi en Dazont, en desped d'ar mare teñval a-walc'h a dremenomp hag a chom c'hoazh da zont. Ar Gouloù Gwenn a fello dezhi bezañ, evel m'en lavar he anv, un Tour-Tan Brezhon e-kreiz an deñvalijenn a-vremañ ha tolpañ drezi hag en-dro dezhi harperien Vreizh. Kreñvoc'h a-gevret !
Vos commentaires :
Fiskal! "Zo BET ganet" 'vat, ha ket "zo ganet".
Mat eo ! Met ne vije ket bet mat cheñch doare an aozerezh pajenn evit pellaat diouzh Kannadig Imbourc'h a oa blaz ar c'hozh ennañ ?
Disteraat an tu kristen ? Perak ket. Emichañs e vo degemeret tud kristen gant o c'hizidigezh memes tra. Petore stil a vo gant ar gelaouenn-se ? Hini Valeurs Actuelles evit ar brezhoneg ?
Cheñchet e vo an aozerezh marteze en dazont met diwezhatoc'h e vo ha neket diouzhtu. Ha kristen e vo atav sklaer eo. Ar stil a vo d'ar gelaouenn n'eo ket aes lavarout tre ha tre penaos e vo. Broadelour atav, brezhon, seven, keleier ha lennegezh enni.
Evel un atebeg eus ur gumuniezh kristen, staliet er Menezioù Du, em eus c'hoant da gemer perzh en ho kelaouenn met diouzh a welan ez oc'h a-enep ar relijion. Mat e vefe resisaat an traoù. Betek-henn e oamp a-enep TG e-keñver ar pezh en doa graet a-enep din...Petra nevez a zegasit-c'hwi ?
N'ouzon ket petra en doa graet TG a-enep deoc'h. Gouzout a ran ez eus bet tabutoù en-dro dezhañ hag a-berzh tud all estregedoc'h ivez. Me n'on ket paotr an tabutoù ha klask a rin bodañ tud digor d'an divizoù ha d'an eskemmoù prederiet a c'hall ober vad da Vreizh ha degas sklêrijenn dezhi.
Un digoradur a fell din degas eta. Mat e vefe deomp en em welout mar kirit. Gallout a reoc'h atav kas pennadoù-skrid war-eeun ivez mar fell deoc'h. An niverenn gentañ eus Ar Gouloù Gwenn a zo prest hag embannet e vo e-kerzh C'hwevrer. Klaskit tapout ur skouerenn ha sellit penaos dont e darempred ganin drezi, skrivet e vo pep titour warni.
A galon ganeoc'h .
Écrire un commentaire :