© CC-BY-SA

Ar re Spilh hag ar re Spou, ur film bevaat nevez da welet war Brezhoweb !

Ur film bevaat nevez a zo da welet war Brezhoweb e-pad ur miz.

Ar re Spilh hag ar re Spou 'zo ul levr da gentañ, skrivet ha treset gant Julia Donaldson hag Axel Scheffler.

Ha krouet eo bet ar film bevaat gant Magic Light Pictures, ar studio a-dreñv filmoù evel "Ar gruffalo", "Preñvmeurbet", "Zog" pe c'hoazh "Razh an hent-bras", advouezhiet e brezhoneg ivez gant ar studio Dizale.

Ha setu Ar re Spilh hag ar re Spou, o film bevaat diwezhañ bet lakaet e brezhoneg ivez.

Kontañ a ra istor Brieg ha Jan, ur spouad hag ur spilhadez, a zo o vevañ war ur blanedenn vihan pell ac'hann. Siwazh evito e vez difennet-groñs d'ar re Spilh ha d'ar re Spou c'hoari asambles. Met un devezh bennak e embannas Brieg ha Jan e oan o vont da zimeziñ...

Ur film brav ha moutik da adkavout war Brezhoweb e-pad ur miz !

Klikit amañ evit gwelet Ar re Spilh hag ar re Spou.

BREZHOWEB

La seule télé 100 % en langue bretonne ! Magazines, films, documentaires, émissions jeunesse, dessins-animés, séries, sitcoms... Retrouvez en streaming gratuit vos émissions et séries TV en breton en replay ou en direct de 18h à 22h30 sur Brezhoweb. En savoir plus