Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Gwenole hag Hester Knol (prezidantez YEN).
Gwenole hag Hester Knol (prezidantez YEN).
- Dépêche -
Ur Breizhat e Silezia
Hag anavezout a reer Silezia ? Minorelezh vrasañ Bro-Bologn eo, ul lodenn o vezañ e Bro-Alamagn hag unan all e Bro-Tchek. He identelezh hag he sevenadur a zo ur meskaj etre
Kevin Jezequel pour AVY/LJB le 6/10/08 2:48

Hag anavezout a reer Silezia ? Minorelezh vrasañ Bro-Bologn eo, ul lodenn o vezañ e Bro-Alamagn hag unan all e Bro-Tchek. He identelezh hag he sevenadur a zo ur meskaj etre hini Silezia hag hini minorelezh an Alamanted. Etre an 23 hag an 28 a viz Gwengolo 2008 ez eus bet graet e Turawa, e-kichen Opole, ur c'hendalc'h ken-aozet gant YEN (Youth of European Nationalities) ha Der Jugend der Deutschen Minderheit in Polen (Minorelezh an Alamanted e Bro-Pologn). YEN a zo un aozadur european o liammañ kevredigezhioù sevenadurel ha strolladoù politikel re yaouank minorelezhioù europa. Hiziv an deiz e vez un tregont bennak a izili. An aozadur-se a zo he fal strollañ an holl re yaouank-se evit ma c'hellfent bevañ o sevenadur en ur rannañ gant an holl. C'hoant he deus, dre an darvoudoù a bep-seurt a vez aozet er vroioù-se (gouelioù, sport, kanañ…), diskouez n'eo ket ar minorelezhioù-se ur samm pe ur gudenn evit Europa, met kentoc'h ur binvidigezh. Gwenole Ar Gov, ezel er Vretoned Yaouank, a zo aet eno e anv Breizh. Ar Vretoned Yaouank, ran re yaouank Strollad Breizh, a zo kizidik d'ar sevenadurioù all ha da Europa. Setu perak o deus c'hoant kemer perzh en darvoudoù european-se.

Pinvidik eo bet an eskemmoù e-pad ar c'hendalc'h. Pal an devezioù-se a oa en em soñjal ha labourat evit diorroadur ar gevredigezh, hag evit eskemm hor sevenadurioù ivez , evel just.

D'ar 26 a viz Gwengolo, evit Devezh yezhoù Europa, eo bet diskouezet ganeomp hor c'hoant da zerc'hel bev hor yezhoù. E kreiz-kêr Opele, pep aozadur a oa gantañ baniel e bro pe hini e aozadur.

Ur pezh-c'hoari a zo bet c'hoariet dirak an ti-kêr diwar-benn an harzoù. Ar mediaoù a oa a-hont ha pep hini ac'hanomp en deus lavaret en e yezh(où) « digemer mat ». Un darvoud ouzhpenn eo bet evit diskouez pinvidigezh sevenadurioù Europa. E-kerzh ar c'hendalc'h eo bet komzet eus emezeladur nevez YEN e Forom European ar Yaouankiz (Youth European Forum). Bez ez eo ur lec'h o strollañ 96 Kuzul broadel ar Yaouankiz hag aozadurioù etrevroadel e-maez-gouarnamant ar yaouankiz e Europa. Ar YFJ a glask reiñ muioc'h a bouez da oberiantiz ar re yaouank evit ma c'hellfent muioc'h kemer perzh er gevredigezh. Klask a ra ivez gwelaat o aozioù buhez en ur dileuriañ o interestoù dirak an ensavadurioù european, Kuzul Europa, ar Broadoù Unanet hag ar c'hevelerien all a labour evit ar yaouankiz.

Ar c'hendalc'h a zeu a vo graet e Bratislava (Slovakia) etre ar 04 hag an 10 a viz Ebrel 2009. Ma vezec'h dedennet gant an eskemmoù-se, deuit e darempred ganeomp hep gortoz.

Gwenole Ar Gov

(voir le site)

Voir aussi :
"Ar Vretoned Yaouank" zo skourr yaouank Strollad Breizh. Krouet e miz Meurzh 2007. Hor palioù zo sevel oberennoù ha kinnigoù evit ar yaouankizoù e Breizh, evit un dazont breizhat hag european, evit ur vro dishual, digor war ar bed, gouest da zivizout e dazont e-unan. (voir le site) Gweladenniñ hor lec'hienn.
Gwelout pennadoù all AVY/LJB
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 5 multiplié par 3 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons