Put your name here

..
..

Ur bannoù-treset evit Anjela Duval
Kinnig a ra Mignoned Anjela d'an holl rakprenañ ar romant treset Anjela, a vo embannet a-benn nebeut, da-geñver ugentvet deiz-ha-bloaz ar gevredigezh. Ennañ e weler en-dro Anjela Duval (1905-1981), peizantez-barzhez Bro-Dreger, treset kaer gant Christelle Le Guen, aozourez ha tresourez.
Communiqué de presse de Kendeskiñ

Publié le 16/06/18 20:38 -- mis à jour le 16/06/18 20:38

Boñjour deoc'h, Demat, Kinnig a ra Mignoned Anjela d'an holl rakprenañ ar romant treset Anjela, a vo embannet a-benn nebeut, da-geñver ugentvet deiz-ha-bloaz ar gevredigezh. Ennañ e weler en-dro Anjela Duval (1905-1981), peizantez-barzhez Bro-Dreger, treset kaer gant Christelle Le Guen, aozourez ha tresourez.

Daou rummad tud zo etre an div blac'h. Unan a skrive, eben a dres, met ur gwir eskemm a zo etreze o-div. Adkavout a reer gerioù Anjela Duval e-giz ma oant bet skrivet ganti, ha sklêrijennet e vezont gant tresadennoù Christelle Le Guen.

Gwareziñ, skignañ ha brudañ oberenn Anjela eo pal Mignoned Anjela. Gant al levr nevez-mañ e fell dezhe roiñ muioc'h a vrud d'ar varzhez  : mont a ray he gerioù war-eeun da galon ar re o doa anvezet anezhi koulz ha d'ar re n'o doa ket.

Hirie kement ha dec'h o deus komzoù Anjela talvoudegezh dimp. Komz a ra deus micher ar beizanted, deus an douar a vez ret ober war e dro, deus an dizingalded etre an dud, etre ar broioù, deus an araokaat teknik ha ne zegas ket evurusted dre ret, deus meurded ar pobloù a gomz hag a zifenn o yezhoù, deus ar varzhoniezh, ken ret hag ar bara er vuhez...

Al levr 'vo divyezhek  : brezhoneg ha galleg, 108 pajenn dezhañ en du-pevarliv, ment a-blaen 29 x 20,6  cm, golo kartoñs ha plastik moan dezhañ. Gwerzhet e vo 15 euro. En diskar-amzer 2018 e vo kavet er stalioù-levrioù.

War lec'hienn Mignoned Anjela e kaver ar c'hinnig rakprenañ : (voir le site) ha war al lec'hienn kenarc'hantaouiñ ULULE (voir le site) betek ar 6 a viz Gouere.

Document PDF 45195-paperenn_rakprenan.pdf RAKPRENAÑ SKOAZELL. Source : Mignoned Anjela
Document PDF 45195-kemenadenn_kelaouin_anjela.pdf Kemenadenn. Source : Mignoned Anjela
Voir aussi :
facebook
mailbox
imprimer
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 7 multiplié par 5 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.