Ur banne gwin gwenn 'po ?
Dépêche de Fanny Chauffin
Publié le 14/08/10 21:26 -- mis à jour le 00/00/00 00:00
Kae Breizh. Laouen tud ar stalig Breizh unvan. Biskoazh n'o deus gwelet kement-se a dud o c'houlenn banniel Breizh, bannieloù keltiek.
Etre Skol Uhel ar vro, Diwan an Oriant, stal broioù al Liger, hag hini ar Morbihan, setu skipailh Iffig Cochevelou o tegemer an dud betek hanternoz, bemdez.
Met hiziv, disadorn, ur strolladig a zo o c'hortoz ... ur banne gwin gwenn. Ret eo dezho da gentañ mont da c'houlenn digant an tavarnnourien Egorenn Breizh un tasad gwin Muskadig, met n'eus ket. Gwin gwenn ar festival a zo o tont deus ... Bourdel.
Ur banne gwin gwenn ar vro 'po ?
Fanny Chauffin
Voir aussi :
- Lettre ouverte au président du Festival Interceltique de Lorient : promotion du muscadet au FIL 2010 par Alliance Fédéraliste Bretonne - Emglev Kevredel Breizh le 05/07/2010
Cet article a fait l'objet de 1168 lectures.
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....