-- Langues de Bretagne --
Publié le 20/10/11 11:35 -- mis à jour le 00/00/00 00:00
Un abadenn nevez-flamm war Brezhoweb !
Evit ha gant ar vugale eo graet an abadenn Unan, daou, tri !
C'hoarioù aes a vez kinniget da zaou skipailh bugale, dezhe da vezañ prim evit a-walc'h respont an eil re a-raok ar re all. Ur vazh hir da dapet hep lakaat ar re all da fichal, tammoù koad 'vez ret roiñ ur stumm eeun dezhe, mod-pe-vod, anvioù loened da gavet prim-ha-prim… sell aze pezh 'vez goullet gante ober gant Aziliz ha Tangi, daou ginniger leun a startijenn.
Hag evit diskuizhañ un tamm etre ar c'hoarioù e sellont holl asambles deus tresadennoù-bev…
Bed ar skinwel e brezhoneg
A-raok mare filmañ an abadenn zo bet displeget dezhe penaos e kerzh an traoù war ul leurenn skinwel, piv eo an deknikourien a ra war-dro ha petra eo perzh pep hini. Dedennet-bras o doa diskouezet bezañ ar c'hwec'h skipailh kentañ, hag o mignoned deut da roiñ kalon dezhe, o doa kemeret perzh en abadennoù kentañ.
Hag o skolaerien ivez : ra vint trugarekaet evit bezañ asantet bezañ pep a vazh-valan etre aozerien an abadenn hag ar vugale !
Diskouez d'ar vugale e c'haller komz brezhoneg, gant tud a bep seurt, ha kaout plijadur en hon yezh e-maez ar skol ivez eo ar pal, ha tizhet eo bet 'vat !
Abadennoù all e pep lec'h e Breizh
Beajiñ a ray Unan, daou, tri !, evit ma c'hallfe bugale deus pep korn ar vro kemer perzh enni. Tro-dro d'An Oriant, Gwengamp, Gwened, Roazhon, Lannuon, Kemper, Naoned e vo filmet abadennoù all.
Ma vefe kontant ho pugel, pe bugale ho klas, da zont da c'hoari, asambles gant mignoned dezhe hag Aziliz ha Tangi, e-barzh unan deus an abadennoù, kit en darempred ganeomp buan-kaer !
Pleustrek-kaer
Kasit ur postel deomp ma oc'h dedennet : unandaoutri.bwb(at)gmail.com : lâret e vo deoc'h penaos ober.
D'ar skolaerien a vo kontant da vezañ ur vazh-valan, ne vo ket roet labour ouzhpenn deoc'h ! Un teuliad fichennoù prest ha tout a vo kaset deoc'h, fichennoù war ar c'hoarioù ha war vicherioù ar c'hleweled. E brezhoneg, evel-just ! Peadra da voueta un nebeud prantadoù plijus ouzhpenn er c'hlas…
An abadenn gentañ da welet amañ : (voir le site)
- Un teulfilm sevenet gant Féa ha Kaouenn : Fubudennig war an hent par Kerne Multimédia le 25/04/2020
- Kejadenn Gentañ ar C'hoarivaoù e Yezhoù Bro Frañs par C'Hoariva le 04/07/2019
- Festival Teatr Brezhonek par C'Hoariva le 11/10/2018
- La petite boîte bleue fait recette : un hommage au pâté Hénaff qui tombe à point par Kerne Multimédia le 17/08/2017
- La Caminata, pezh c'hoari nevez La Obra : ur c'hoariva politikel ? par Kerne Multimédia le 01/02/2017
- Deizioù : C’hoariva e brezhoneg : La Caminata, gant La Obra par Emglev Bro An Oriant le 25/01/2017
- Troiad 2016-2017 gant ar strollad Kouleoñs : istor Anna Vreizh par Kerne Multimédia le 10/12/2016
- Merc'h an Eog : diriaou noz e Montroulez par Kerne Multimédia le 21/11/2016
- C'hoariva evit ar re vras hag ar re vihan : Luduennig par Kerne Multimédia le 01/11/2016
- C'hoariva gant la Obra : krouiñ etre Guatemala ha Breizh par Kerne Multimédia le 31/10/2016
- Lleuwen Steffan : pennaktourez Merc'h an Eog par Kerne Multimédia le 26/10/2016
- Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz : 10 levr nevez evit al lennerien yaouank par Kerne Multimédia le 22/10/2016
- Gwreg an toer, gant Tangi Malmanche par FC le 28/02/2016
- Un auteur injustement méconnu : Tangi Malmanche par FC le 28/02/2016
- Bretagne en scène : de belles découvertes par FC le 06/02/2016

Vos commentaires :