N'hunvreit ket. E Breizh zo un ti-gar, ha n'eo ket divyezhek, met teiryezhek mar plij ! Ha doujañ a ra an SNCF ouzh ar yezhoù bihan bremañ ? Hag ober a ra diouzh e wellañ evit lakaat war-wel ar brezhoneg hag ar gallaoueg ? Trawalc'h gant an hunvreoù. N'eus ket plas

N'hunvreit ket. E Breizh zo un ti-gar, ha n'eo ket divyezhek, met teiryezhek mar plij ! Ha doujañ a ra an SNCF ouzh ar yezhoù bihan bremañ ? Hag ober a ra diouzh e wellañ evit lakaat war-wel ar brezhoneg hag ar gallaoueg ? Trawalc'h gant an hunvreoù. N'eus ket plas d'hon yezhoù en SNCF, int e-sell da vezañ e penn ar jeu en Europa. Bevet ar saozneg hag an alamaneg kentoc'h pa weler teiryezhegezh ti-gar Naoned. War a weler zo yezhoù arruet mat gant pennoù bras an SNCF, dreist-holl ma tegasont arc'hant dezhe. Petra lâret diwar-benn soñjoù vil an SNCF, brav dezhe bezañ dindan ar galloud ekonomikel ? Ha kement-mañ daoust d'an dud tomm d'al liested sevenadurel 'h a gant an tren ha daoust d'ar reoù a gomz yezhoù bihan. Gwashaat ma 'h eo strizh o sell war mennozh ar servij publik ! Gant-se eo heugus komzoù pennoù bras an SNCF diwar-benn al liesyezhegezh. Mat ouzh ar saozneg hag an alamaneg, diseblant pe a-enep d'ar yezhoù bihan. En tu-hont da se n'o deus ket a vezh o lâret dimp 'h aio kalz (re) a arc'hant digante da vrezhonekaat an tier-gar, goude m'eo skritellet yezhoù all, gant ur pouez ekonomikel all, gwir eo. Ar brezhoneg hag ar gallaoueg, yezhoù didalvez ! Dimp da veuleudiñ memestra an SNCF evit ar perzh bihan e c'hoari e emdroadur vrein ar bed : tud heñvel an eil reoù ouzh ar reoù all, sevenadurioù dindan an ekonomiezh, marv ar yezhoù hag ar sevenadurioù bihan dirak tourter ar vedeladur liberalet#8230;

Ai'ta ! Bro Dreger

Collectif de Trégorois pour la sauvegarde du breton, Ai 'ta ! est composé pour l'instant d'une vingtaine de jeunes dont le dénominateur commun est l'envie d'agir pour la langue bretonne, dont nous constatons au quotidien le déclin. Sa composition provisoire est représentative de la société bretonne avec des lycéens, employés, professeurs, étudiants, ouvriers… hommes et femmes, bretonnants et non-bretonnants, réunis dans un groupe appelé à se développer. <br>Nous sommes un mouvement ayant vocation à rassembler le plus de personnes possible. Car pour nous le salut de la langue bretonne doit être l'affaire de tous les Bretons, notamment des plus jeunes. C'est pour cela que nous allons œuvrer à fédérer toutes les personnes sensibles au devenir de la langue.
Ai 'ta ! n'est dépendant d'aucun pa En savoir plus