150 vues

Souezhet an holl dud gant an olifant, gwisket gant Pascal Jaouen, e stad ar Moustouér

Souezhet an holl dud gant an olifant, gwisket gant Pascal Jaouen, e stad ar Moustouér.

An olifant a oa bet e penn kentañ ur raktres liammet gant mekanik Naoned, graet gant ar gumpagnuniezh "Royal de Luxe", met ne oa ket posubl. Neuze, setu hini Lyon, gant e mestr o tont evit ar festival, sioul, gant aotre mont just er Moustouer : "ret e oa kaout aotre ar Prefed, ha ne oa ket bet aotreet an olifant da vont da zibuniñ 2 gilometr er straedoù". Difennerien al loened a lâre e oa bet gwallgaset al loen...

Muioc'h eget loened ar sirkoù ? Ar zoo ? Ar re a vez laosket war bord an hent pep bloaz ?

Sellit ha grit ho soñj...

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....