Ar metro gant Fulgence Bienvenüe - An Istor Livet

Réalisation : Brezhoweb – 235 vues

Un ijinadenn implijet gant 1,5 miliard a dud bep bloaz, n'eo ket netra !

Ar Metro e Pariz a vez implijet gant 1,5 miliard a dud bep bloaz. Ha piv a oar e oa bet ijinet gant Fulgeñce Bienvenue, un ijinour breton ?

Choazet e oa bet e raktres dezhoñ gant ti-kêr Pariz e 1895 gant ar pal echuiñ ul linenn a-raok 1900, blez ar c'hoarioù Olympek hag an diskouezadeg hollvedel e Pariz !

Asantet en doa, ha deuet a benn da achuiñ al linenn gentañ. Labouret en doa da heul war ar raktres-se, ha graet war-dro 16 linenn betek fin e vuhez.

Un abadenn da welet war Brezhoweb gant istitloù e galleg pe e brezhoneg, o klikañ amañ !

logo An tele nemetañ e brezhoneg penn-da-benn ! Abadennoù evit ar re vras hag ar re vihan, filmoù, teulfilmoù, tresadennoù-bev, rummadoù, sitkomoù... Adkavit an holl brogrammoù e brezhoneg war lec'hienn Brezhoweb war-eeun etre 6e noz ha 10e30 noz, pe er replay pa faot deoc'h.