An heuliadenn nevez "Ar Prof" skignet war Brezhoweb.
An heuliadenn nevez "Ar Prof" skignet war Brezhoweb.
An heuliadenn nevez "Ar Prof" skignet war Brezhoweb.
An heuliadenn nevez "Ar Prof" skignet war Brezhoweb. © photographe

Fenoz da 8e45 'vo skignet un heuliadenn nevez war Brezhoweb, anvet Ar Prof (An Bronntanas en iwerzhoneg). Bout 'zo 5 rann, unan nevez 'vo skignet bep gwener 8e45 noz war lec'hienn Brezhoweb.

Fenoz da 8e45 'vo skignet un heuliadenn nevez war Brezhoweb, anvet Ar Prof (An Bronntanas en iwerzhoneg). An heuliadenn a zo o tont eus Bro Iwerzhon, filmet eo bet en iwerzhoneg hag e saozneg, advouezhiet eo bet e brezhoneg met n'eo ket bet advouezhiet e galleg c'hoazh. Bout 'vo istitloù e galleg evit ar re o deus c'hoant (posubl 'vo choaz hep pe gant istitloù). Dizaliet eo an heuliadenn d'ar re en tu-mañ da zek vloaz. Diveradenn an heuliadenn : En ul lec’h bennak war aodoù Conamara, un nozvezh tourmant, rust ar mor, ez a ar skipailh skoazellañ er mor da saveteiñ ur vag o vont da get. War bourzh ar vag e kav izili ar skipailh korf ur plac’h bet muntret, staget he daouarn, hag e tizoloont ur c’hargad drammoù ur milion a euroioù e dalvoudegezh. Ur prof ampoezonet ? Petra eo prest un den d’ober da gaout arc’hant ? Diveradenn ar rann gentañ : Distro ar mab foran Pa zistro JJ Magill da vro Iwerzhon emañ embregerezh ar familh o vont da get. Galvet eo JJ evit ur c’hefridi skoazellañ er mor, asambles gant e vreur Macdara ha Jakub, un den dianavezet gantañ. War bourzh ar vag, An Bronntanas (ar prof) hec’h anv, e kavont korf ur plac’h bet muntret. Re ziwezhat eo eviti met, kuzhet war vourzh, e tizolo Jakub ha Macdara un dra a c’hello cheñch o buhez da viken. Roll ar rannoù
  • rann 1 (23/03 8e45) : Le retour du fils prodige / Distro ar mab foran
  • rann 2 (30/03 8e45) : D’ami à Ennemi / Mignon a-gozh, enebour nevez
  • rann 3 (06/04 8e45) : Nuggets de poisson / Bizied pesked
  • rann 4 (13/04 8e45) : Affaire de famille / Aferioù familh
  • rann 5 (20/04 8e45) : Compte à rebours final / Kontañ war gil betek ar fin
Evit gwelout an heuliadenn, kit war lec'hienn Brezhoweb adalek 8e45 noz : https://www.brezhoweb.bzh/ Posubl 'vo gwelout ar videoioù er VOD digoust a-hed ur miz.