Ugent bugel aketus o selaou penaos e vez savet haïku e Japan hag e Breizh

Klasad Annig e skol Diwan Kemperle : ugent penn blev melen, ruz ha du leun a fent hag a vrezhoneg, o c'houlenn resisadurioù war an doare da sevel haïku. Pet silabenn ? Penaos kontañ buhez ul louarn en ur barzhoneg ken berr ? Penaos komz diwar-benn an amzer, ar from, al loen, un istor tennet eus va buhez din-me liammet gant al louarn... e teir linenn ?

Deuet e oa Mai Ewen, priz Imram 2011, da zisplegañ dezho penaos ober. Skrivet ouzh an daolenn gerioù e brezhoneg : " skolig al louarn - ul louarn fin - mouar - douarenn al louarn - al lous - chaseourien - mouar - flastret -... " Ha diskouezet 'oa bet dezho ul louarn faos o tisplegañ pegen lemm e oa divskouarn ul louarn, pegen fin e oa e fri evit c'hwezhañ pep tra tro dro dezhañ. Ha war lerc'h, un hanter-eurvezh gant ur follenn ha fotoioù evit sikour ar re ne oant ket awenet. Ha dindan, ar barzhonegoù a zo bet skrivet. Prest eo Mai Ewen da zont er c'hlasoù pe da stummañ kelennerien ha skolaerien o dije c'hoant deskiñ sevel haiku ganto ha gant ar c'hlasad. (06 79 14 96 87)
Perak 't eus ket sellet a-gleiz hag a-zehou a-raok treuzin an hent ?
Ur babig louarn o c'hoari en heol.
Marv al louarn gant un oto gwad war an hent skornet.
Da noz e miz Kerzu ul louarn disampart ha klañv en ur c'hoad teñval ha du.
Lazhet breur al louarnig lazhet e dad lazhet e vamm familh ebet ken.
C'hwezh ar chaseour o tostaat poent eo mont kuit.
Barv gwenn al louarn e kreiz an erc'h c'hoant dezhañ bout tad Nedeleg.
Daou louarn o pourmen e-barzh ar c'hoad gwisket gant e delioù nevez
Latar ar mintin un oto ruz o tremen skoet al louarn kozh.

Documents liés