Un DVD evit mont araok get ar brezhoneg

-- Langues de Bretagne --

Produit de Sten Kidna An-Alre
Porte-parole: Christian Le Meut

Publié le 24/10/12 15:50 -- mis à jour le 00/00/00 00:00

Kinnig a ra Kerlenn Sten Kidna amañ ur benveg nevez evit monet àr-raok get ar yezh. E bal pennañ a zo gwellaat ar c'hompren dre selaou. An DVD-mañ a vo talvoudus da razh an deskidi adalek al live A2 (Portfolio DAO), betek ar re a zo en o aez get ar yezh, tud al live C2 da skouer.

Talvoudus eo kerkoulz evit an dud a zo é teskiñ en o unan hag evit ar re a heuilh kentelioù-noz. Ur benveg a-feson e c'hell bout ivez evit al labour a-stroll.

15 tem a-zivout ar vuhez a-vremañ, tri stumm evit pep hini (A2, B2, C2), 45 video dishañval en holl enta ha 88 m. da selaou ; enrollet get tud a veur a dachad a Vro Gwened ; 7 poelladenn evit pep live, 315 en holl ; testennoù ar c'haozioù get notennoù àr ar c'heriaoueg ; etrefas brezhoneg-galleg ; videoioù, poelladennoù ha testennoù e brezhoneg hepken.

Skignet e vez get Coop Breizh.

20 euro an tamm get Kerlenn Sten Kidna (frejoù kas profet), 6 straed Rollo, 56400 An Alre. 02 97 29 16 58.

STENKIDNA 2 [at] wanadoo.fr

Ur stand a vo dalc'het get Kerlenn Sten Kidna e salons Karaez, a-benn disadorn ha disul. An DVD rom a vo gwerzhet du-hont, get traoù all embannet get ar gevredigezh (kelaouenn An Dasson...).

(voir le site)

Gouiet a raomp penaos e kavo lod ag al lennerion danvez da dabutal àr ar yezh en hor c'hemennadenn. Da gelaouiñ eo ar bajenn-se, avat. Displegiñ a raomp en DVD, ha displegiñ a raimp seul taol ma vo roet deomp an tu d'ober, ar choajoù hon eus graet. Ni 'gav geneomp atav n'eo ket al lec'h gwellañ amañ da gas an divizoù-se.

Document PDF teuliadkelaouin7714.pdf . Source :
Voir aussi :
mailbox imprimer