Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Motier de pouchette  Galo-Françaez / Françaez-Galo  gant Patrick Deriano
Emb. Label LN ; 746 pajenn ; 25 €.
Motier de pouchette Galo-Françaez / Françaez-Galo gant Patrick Deriano Emb. Label LN ; 746 pajenn ; 25 €.
- Communiqué de presse -
Un drugar evit Yann Vreizhad : Geriadur gallaoueg-galleg Patrick Deriano
Setu arruet memestra ar geriadur ma oa Patrick Deriano o pleustriñ warnañ abaoe kement a vloavezhioù ! Boued e-leizh a vez pourchaset gant ar pikol labour en deus kaset ar yezhoniour da benn : 746 pajenn, 14 000 pennger eus tu ar gallaoueg, 10 800 eus tu ar galleg memestra !
Gwenael Dage pour Ya ! le 6/12/10 14:57

Setu arruet memestra ar geriadur ma oa Patrick Deriano o pleustriñ warnañ abaoe kement a vloavezhioù ! Boued e-leizh a vez pourchaset gant ar pikol labour en deus kaset ar yezhoniour da benn : 746 pajenn, 14 000 pennger eus tu ar gallaoueg, 10 800 eus tu ar galleg memestra !


Displijet un tammig e oa bet arbennigourion zo war ar gallaoueg gant yezhadur paotr ar Mor-Bihan bet embannet e 2005, ken stank ma oa al lavaroù a denne muioc'h d'an trefoedaj evit d'ar gallaoueg ennañ. Displijus pa ouier pegen barrek ha sirius eo Patrick Deriano war ar yezh ouzhpenn-se. Un taol-kaer en deus graet ar wech-mañ avat ! E-barzh ar pikol geriadur-mañ e kavo Yann c'hallaoueger e walc'h ken a-fet gallaoueg ar bobl (ha n'eo ket trefoedaj 'vat) ken a-fet ar pezh a denn d'ur “gallaoueg lennegel” o kregiñ da ziwanañ. Ha n'eo ket ur gallaoueg chimik anezhañ !

Reizhennet ha diouzh ar vro war un dro.


Disheñvel eo oberenn Deriano diouzh hini Regis Auffray bet savet gantañ ar c'hentañ geriadur galleg-gallaoueg gwir e 2007 (Le Petit Matao). E-se, tra ma kaver gerioù dindan meur a zoare da zistagañ anezhe diouzh o bro, pe forzh gerioù heñvelster ba'r Petit Matao, eo “reizhennetoc'h” hini Patrik Deriano. Ha kaeroc'h zo : splann e weler en deus tennet al lodenn vrasañ eus ar gerioù pe lavarennoù deus e zastumadennoù dezhañ, paotr bro Josilin penn-kil-ha-troad anezhañ. Levezon takad ar vevenn etre div yezh Breizh a zeu war-wel pa lenner ar pajennoù-se. E Taopont (Talbont) e oa bet ganet tad Patrik tra m'eo Pieu (Ploueg-Grifed) kêr c'henidik e vamm, da lavaret eo ouzh ar vevenn yezh 'kostez Bro-Gwened. Stank en oberenn ar perzhioù boutin d'ar brezhoneg ha d'ar gallaoueg neuze, ken ma kavo Yann enklasker e walc'h o furchal ba'r geriadur-mañ ivez.

N'eo ket echu kefridi Patrick, anat eo. Ar re o deus boneur da resev kemennadennoù eus e berzh ingal – pe e ve diwar-benn ul lavar dastumet an deiz a-raok e-kerzh un eured bennak pe digant e vamm, pe ur resisadenn diwar-benn poent-mañ-poent yezhadur – a oar e chom ur bochad traoù a-gostez c'hoazh ba urzhiataer paotr Josilin. Danevelloù, yezhadurioù, romantoù hag kement zo tout. Hag e vefe, kuzhet mat en ul lec'h bennak, skridoù e brezhoneg ivez ! Ur brezhoneger ampart zo eus Patrick, ha barrek an den war an okitaneg war ar marc'had !


Danvez war internet

Ur gaer a souezhadenn all evit ar re a zo tik gant ar gallaoueg : gallout a ra Yann lenner mont da furchal war lec'hienn an embanner  – Label LN eus Gwitalmeze, un ti-embann anavezet evit peurlipat brav e labour  – rak embannet 'z eus bet teuliadoù ouzhpenn enlinenn, evel hini “ar gêrioù divoutin ha n'int ket bet lakaet ba'r geriadur” da skouer. Un 10 000 bennak zo memestra ! Boued ouzhpenn zo da gaout c'hoazh diwar levrioù all bet embannet a-raok gantañ.


Daou bikol geriadur evit ar gallaoueg, feiz ! Ouzhpenn un hunvre eo “l'erchomance dou galo” (adsav ar gallaoueg) hiviziken.


Fabien Lécuyer

Evit gouzout hiroc'h : (voir le site)

Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 2 multiplié par 1 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons