Nous n'utilisons pas de cookies sauf pour éviter de vous représenter ce message et, dans le cas des contributeurs, pour faciliter leur login. Vous êtes cité dans un article ? En savoir plus sur la loi RGPD et en particulier le droit à l'oubli.
Communiqué de presse
Un dro e Pariz evit an Tiegezhioù
Aet eo izili eus Emglev An Tiegezhioù (E.A.T.) da Bariz da vanifestiñ adarre a-enep da bolikikerezh ar gouarnamant gall war dachenn an Tiegezhioù.
Dreist-holl e oa en taol-se evit diskleriañ fraezh
Aet eo izili eus Emglev An Tiegezhioù (E.A.T.) da Bariz da vanifestiñ adarre a-enep da bolikikerezh ar gouarnamant gall war dachenn an Tiegezhioù.
Dreist-holl e oa en taol-se evit diskleriañ fraezh adarre e tistaolomp lezenn Taubira a zigor ar gwir da eurediñ en ti-kêr evit ar pared heñvel o rev. Bep sizhun e vez Beilhadegoù e Breizh a-enep d'al lezenn dinatur-se, e Karaez da skouer, brezhoneg ganto.
Bez e oa ivez evit disteurel groñs ivez ar raktresoù evit ar PMA-GPA hag ivez an helazhezrezh a zo holl war ar stern ha prientet gant al logelloù frank-vason a Bariz.
A-enep an tailhoù a gresk kenañ evit an tiegezhioù (Quotient Familal, TVA, an adc'hoproù-tiegezh nevez lakaet en arvar...), hag a-enep emell ar Stad C'hall e buhz an tiegezhioù (ehanoù ganedigezh rediek evit an tadoù, ideologiezh ar Gender er Skolioù...) eo bet diskelet ivez.
Etre 80.000 (hervez Valls) hag 500.000 a dud a oa hervez an aozerien. Kalz CRS hobregonet a oa o stankañ ar straedoù penn-da-benn hent ar vanifestadeg daoust ma n'eus bet gellet notiñ tamm feulster ebet a berzh ar vanifesterien a ziskele evel boas en un aergelc'h tiegezhel rik.
Emglev An Tiegezhioù a c'halv eta da zerc'hel da enebiñ muioc'h eget biskoazh ouzh sevenadur an Ankou a zo goveliet deomp gant ar gouarnamant gall. http://emglev.wordpress.com/2014/02/03/manif-evit-an-holl-ar-chandelour-e-pariz/
Gwilmod Tepod
pour EAT
03/02/2014
15:45:00 — modifié le 9/12/2025 03:49
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !
Laisser un commentaire
Règles des commentaires
Respectez la langue de l’article (FR ⇄ BR).
Pas d’attaques personnelles, de propos haineux, de doxxing ni de trolling.
Respectez la loi : pas de diffamation, propos haineux (racisme, sexisme, homophobie…), négationnisme, apologie de crimes/actes violents, harcèlement ou incitation à la haine/violence.
La rédaction peut publier, refuser ou retirer tout commentaire à sa discrétion, y compris lorsque l’auteur de l’article a déjà modéré (sur ABP les auteurs sont les modérateurs).
En continuant, vous confirmez avoir lu et accepté ces règles.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !