Put your name here

Annonce
Un dresadenn-vev nevez evit an Distro-skol war Brezhoweb, Ar Yerigoù
Brezhoweb a ginnig deoc'h un dresadenn-vev nevez e brezhoneg evit an distro-skol 2019. 32 rann 'vo skignet war Brezhoweb.
Annonce de BREZHOWEB

Publié le 12/09/19 9:40 -- mis à jour le 12/09/19 09:40
:
Réalisation :

Brezhoweb a ginnig deoc'h un dresadenn-vev nevez e brezhoneg evit an distro-skol 2019. Skignet ‘vez div rann nevez bep Merc’her adalek ar Merc’her 4 a viz Gwengolo, 32 rann ‘zo etre tout, ha digoust eo ‘vel boaz. Ar rannoù a chomo enlinenn er VOD digoust e-pad un toullad sizhunvezhioù. Ar Yerigoù

Ur vuhez dianavezet deomp zo er porzh-yer... ur bedig klok zoken ! Gouzout a oar mat Karmen ha Karmelito, hon harozed pluek, diouzh an dra-se ! Direnket eo buhez trankil o c’henseurted gant un darvoud dic’hortoz ? Ha setu int o lammat dreist mogerig ar porzh-yer, avel en o fluñv, da glask un diskoulm d’an afer. Asambles gant o mignon Maoutig an dañvad, en em gavont gant harozed dibluñv iskis mat o anvioù : Marie-Antoinette, Shakespeare...

C’hoarvezout a ra ganto koll un nebeut pluñv evel-just ! Met, a-drugarez d’an harozed dreist-ordinal en em gavont ganto, e teu a-benn ingal ar yerigoù da zegas ar peoc’h hag ar sioulder en dro d’ar porzh-yer !

Ar rannoù da welet war Brezhoweb :

Voir aussi :
mailbox
imprimer
logo
An tele nemetañ e brezhoneg penn-da-benn ! Abadennoù evit ar re vras hag ar re vihan, filmoù, teulfilmoù, tresadennoù-bev, rummadoù, sitkomoù... Adkavit an holl brogrammoù e brezhoneg war lec'hienn Brezhoweb war-eeun etre 6e noz ha 10e30 noz, pe er replay pa faot deoc'h.
Gwelout pennadoù all BREZHOWEB
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 0 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.