
Abaoe bloavezhioù bremañ e labour tud a youl vat eus Korvigelloù an Drouizig a-benn lakaat ar brezhoneg er c'halvezouriezhoù nevez. Menegiñ a reomp neuze e kinnigomp digoust ar binvioù da heul
Abaoe bloavezhioù bremañ e labour tud a youl vat eus Korvigelloù an Drouizig a-benn lakaat ar brezhoneg er c'halvezouriezhoù nevez.
Menegiñ a reomp neuze e kinnigomp digoust ar binvioù da heul :
- LibreOffice, un heuliad burevek gant ur c'hewerier testennoù, ul loger ha binvioù all. Deuet eo er-maez an handelv 3.4.3 e fin miz Eost ;
- Mozilla Firefox, ar merdeer internet brudet-tre. Deuet eo er-maez an handelv 6 e fin miz Eost ivez ;
- Mozilla Thuderbird, ar postelerezh, meziant keneil da Firefox ;
- Difazier an Drouizig, ar meziant da reizhañ ho testennoù skrivet gant MS-Word. Enkorfet eo ivez un handelv skañvoc'h anezhañ e LibreOffice, Firefox ha Thunderbird.
Ouzhpenn ar meziantoù-mañ hon eus troet ivez :
- meziantoù da grouiñ ha daskemmañ skeudennoù : Gimp, Inkscape, Pinta... ;
- ar meziant kelennadel Gcompris arveret e kalz skolioù ;
- c'hoarioù hag arloadoù all.
Pinvidik eo geriaoueg ar stlenneg, setu perak e kinnigomp ur roll gerioù, Gerva ar Stlenneg, a-benn ma vo aesoc'h d'ober gant ar meziantoù troet ganeomp. Dizoloit hor c'helennskidoù a ziplego deoc'h penaos ober gant ar meziantoù.
Lennit testennoù lennegezh e brezhoneg. Kavet e vez bremañ levrioù elektronek digoust da lenn dre hoc'h urzhiataer, ho pellgomzer hezoug (smartfon) pe ho tabler kevregañ.
Lavarit ho soñj dre ar forom.
Deuit da weladenniñ pajennadoù hol lec'hienn.
Drouizig, meziantoù digoust evit ar vuhez !
http://www.drouizig.org
Créée en 2003, l'association An Drouizig a pour but de développer l'usage de la langue bretonne dans le domaine des nouvelles technologies. Mozilla Firefox, ainsi que d'autres grands standards du logiciel libre comme son compagnon idéal, le logiciel de messagerie Mozilla Thunderbird ou encore la suite bureautique LibreOffice, les logiciels Gimp, Inkscape, Scribus sont également disponibles en breton.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !