Lañset eo bloavezh skol nevez Divskouarn da heul daou sifr : 2000, setu an niver a dud a zo deuet da weladenniñ lec'hienn genrouedad nevez ar gevredigezh, ha 100, setu an niver a izili he deus c'hoant Divskouarn da gaout a-raok miz Genver o tont, profoù zo da gaout evit

Ouzhpenn 2000 gweladenner war al lec\'hienn !

Penn kentañ an hañv e oa bet digoret lec\'hienn Internet nevez Divskouarn, ar gevredigezh evit brudañ ar brezhoneg a-raok ar skoliata : http://divskouarn.free.fr. Ouzhpenn 2000 den zo deuet da welet ar benveg nevez abaoe. Moaien zo adkavout titouroù e-leizh warni : diwar-benn labour Divskouarn, diwar-benn keleier ar brezhoneg hag ar vugaligoù, diwar-benn al lec\'hioù e-lec\'h ma vez kinniget traoù er yezh d\'ar vugaligoù, diwar-benn ar vugaligoù dre vras... Tu zo deoc\'h ezteurel pe c\'hoazh goulenn traoù war ar c\'hudennoù-se ivez dre ar foromoù a vez kinniget deoc\'h.

Tizhout 100 ezel a-raok miz Genver 2008, profoù zo da gaout !

Evit gellet labourat e Breizh a-bezh war dachenn ar brezhoneg hag ar vugale vihan hon eus ezhomm e kemerfe perzh ar muiañ a dud posupl. Hor pal a zo kaout 100 ezel en holl da nebeutañ a-raok fin ar bloavezh. Evit reiñ youl d\'an dud da emezeliñ e profimp un neñneñ moutig tout ha flour kenañ, graet diwar koton reizh mar plij, d\'an hanterkantved ha kantved ezel ! Neuze na c\'hortozit ket mui da gas ho chekennoù 15 euro da z/Divskouarn, 12 straed ar Marn, 29260 LESNEVEN !