
2693 vues
Ar c'hanaouennoù brezhonek, sed amañ un teñzor a-fed sevenadur... ha yezhadur, war ar marc'had ! Gant "Ar brezhoneg a gan" e c'hallo nep a gar gwellaat e vod da vrezhonegañ.
Brezhoweb, ar chadenn tele nemeti e brezhoneg penn-da-benn, a skign un abadenn nevez evit lakaat ar vrezhonegerien da wellaat o live yezh, a-drugarez d'ar c'hanaouennoù brezhonek. Ur rann nevez a vo skignet bep Lun, nemet e-pad ar vakañsoù.
Ar c'hanaouennoù brezhonek, sed amañ un teñzor a-fed sevenadur... ha yezhadur, war ar marc'had ! Gant "Ar brezhoneg a gan" e c'hallo nep a gar gwellaat e vod da vrezhonegañ. Un abadenn nevez da adkavout war Brezhoweb : Tan de'hi, tan de'hi... !
An abadenn a vez kinniget e brezhoneg gant Dewi Sibéril, hag istitlet e brezhoneg hag e galleg, pep hini da choaz.
E brezhoneg ne vez ket kontet evel ma vez graet e galleg. Peurliesañ e vez lakaet ar bihanañ niver da gomañs.
Posubl eo sellout ouzh ar videoioù war lec'hienn Brezhoweb, war You Tube https://www.youtube.com/watch?v=0oLtF_FYfXY ha war Facebook.
An tele nemetañ e brezhoneg penn-da-benn ! Abadennoù evit ar re vras hag ar re vihan, filmoù, teulfilmoù, tresadennoù-bev, rummadoù, sitkomoù... Adkavit an holl brogrammoù e brezhoneg war lec'hienn Brezhoweb war-eeun etre 6e noz ha 10e30 noz, pe er replay pa faot deoc'h.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !