Emgann - Emsav an tu kleiz evit Breizh Dizalc\\\'h BP 70215 22202 Gwengamp cedex

An UMP hag ar Brezhoneg

Derc\\\'hel soñj a raio komite Emgann-MGI Treger-Gouelo eus kinnig Yvon Garrec kuzulier-meur UMP kanton Bear e niverenn ziwezhañ « Côtes d’Armor », kelaouen ar C\\\'huzul-meur, a c\\\'houlenn enni digant ar muianiver renet gant ar PS hag ar PC e vefe brezhoneg er gelaouenn en-dro. Ur goulenn savet gant kalz brezhonegerien ha gant an emsav sevendurel a zo ken oberiant e Treger ha Gouelo. Prouiñ ar goulenn-se savet gant ur c\\\'huzulier UMP, ha n\\\'eo ket unan anavezet evit bezañ graet tra pe dra evit ar brezhoneg, eo bet lakaet an dra-se da benngoulenn e rank an dilenndi deus forzh pe du e vênt disklêriañ o savboent. Lâromp memestra en doa nac\\\'het ar strollad-mañ gervel da vont da zibunadeg an 3 a viz Mezheven diwar c\\\'halv Kuzul Sevenadurel Breizh evit ensavadurioù breizhat evel a vez dleet, unan a roio an tu d\\\'ar vretoned kemer o aferioù e karg, war dachenn ar yezh pergen. Lâromp en-dro ez eus deuet ur 6000 den bennak. Dalc\\\'homp soñj, evit a sell a zisklêriañ komzoù brav evit ar brezhoneg, n\\\'emañ an tu mat na deus tu an UMP na deus tu ar PS ken nebeut. Evit e vefe deus hor yezh e holl dachennoù ar vuhez foran ken evit eskemm, na laoskomp ket dilennidi strolladoù Pariz ober o c\\\'hoari ganti, pegen poanius e hañval dezho mont deus ar promesaoù d\\\'an ober. Ret eo stourm evit ur galloud breton gouest da gemer divizoù, evel m\\\'o deus graet menifesterien disadorn. Evit e rafe ar c\\\'huzul-meur ar pezh a embann c\\\'hoantaat e pedomp pep hini ac\\\'hanoc\\\'h da skrivañ dezhañ evit e gounit ditro ar brezhoneg e kelaouenn an departamant ha war e lec\\\'hienn : lemagazine@cg22.fr , groupe.socialiste@cg22.fr, groupecommuniste@cg22.fr, groupeopposition@cg22.fr . Tèl : 0296628541, fax : 0296625006, par courrier Côtes d’Armor direction de l’information, de la communication et de la promotion 9 place du générale de Gaulle BP 2371 22023 Sant Brieg.

E anv EMGANN : Jan-Mai Salomon (degemennour evit Treger ha Gouelo)