
Erwan Ar Moal (1874-1957), Dir-na-Dor, eus Koadoud e-kichen Gwengamp, a zo bet unan eus ar re o deus pledet ar muiañ gant ar brezhoneg e hanterenn gentañ an XXvet kantved
Erwan Ar Moal (1874-1957), Dir-na-Dor, eus Koadoud e-kichen Gwengamp, a zo bet unan eus ar re o deus pledet ar muiañ gant ar brezhoneg e hanterenn gentañ an XXvet kantved. Unan eus ar re o deus skrivet ar muiañ e brezhoneg eo ivez. An danevell kinniget amañ a zo lakaet da vezañ unan eus e skridoù gwellañ. Enni ec'h adkaver unan eus perzhioù heverkañ e ijin: ar fantastik. "Erru oa serr-noz 'benn oa diskennet ar c'horf er bez. E oan o teurel warnañ ar paliadoù kentañ, pa glevis ur vouezh o tont ne ouien eus a belec'h... 'Vel a-zindan ma zreid. Chom a ris a-sav, spouronet. Me 'gred e save ma blev a-bik em fenn. Teir gwech e klevis ar vouezh, klemmus evel ur c'harmadenn. Mont a ris 'vit teurel eno ma fal ha tec'hel kuit d'an daoulamm; met ur sklêrijenn a baras 'n em spered: “An hini zo aze n'eo ket marv !” "Ar Plac'h Interet div wech" gant Dir-na-Dor. 74 p. ; 12 x 19 cm ; 7,5 € ISBN : 978-2-91-6835-35-8 Skignet gant An Alarc'h Embannadurioù hag er stalioù-levrioù analarchbrezhoneg.org 14 straed Louzaouenn an Hañv, 22300 Lannuon 02 96 48 03 00
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !