Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Golo al levr
Golo al levr
- Présentation de livre -
Ul levr da lenn ha da vrudañ : "Le coq, l'hermine et le croissant"
« Le coq, l'hermine et le croissant » Ul levr da lenn
Par Youn Brenn pour Youn Brenn le 8/01/13 17:22

« Le coq, l'hermine et le croissant »

Ul levr da lenn ha da vrudañ

An oberenn. Piv n'anavez ket al levr « Nikolazig ar broioù tomm », begenn hol lennegezh e brezhoneg, bet tapet ar priz Langleiz ? « Le coq, l'hermine et le croissant » n'eo ket un droidigezh e galleg deus al levr-se, met un istor nevesaet ha renevezet penn-da-benn.

Ur brav a romant fromus a ginnig deomp ar paotr Erwan, mont-ha-dont dibaouez etre div ribl ar Mor Kreiz, etre div vro, div garantez. Gwriat a ra deomp evel-se ul liamm bev-buhezeg, korf-hag-ene, etre an Aljeri ha Breizh dre o holl gulturioù.

Kempenn brav eo an istor, a-drugarez d'ar fent n'eus ket blaz ar re nebeut gantañ. Enebour meur ar fanatism eo ar fent dre e sell lemm ha dibleg war kozh randonerezh ar sperejoù kropet a bep seurt. Setu perak eo yac'hus al levr. Pep hini a bak e begement, ha da gentañ an oberour e-unan. Nemet morse ne dag den, seul yac'hoc'h hag efedusoc'h ar mell maen stlapet e park an iñtegristed hag an holl bennoù pout a bep chapel. Reizh eo an doare : “Sellet ha lodañ, ha n'eo ket barn”.

Goude an disput gwall reuzus war an « identité nationale », savet e Bro-Gwirioù-Mab-Den-Ra-Vo-Meulet, e tiskouez deomp n'en deus ket pep hini ahanomp un idañtite hepken, met meur a hini, ha mont a ra evel ar c'houel gant an avel hervez or hejadennoù gant or breudeur war an tamm douar patatez-mañ, c'hoarzh ha poan mesk-ha-mesk.

Dasseniñ a ra ar romant gant klemm ar bugel dizonet. Ha klemm pep hini eo, dre ma 'z omp holl harluet deus bro or bugaleaj.

Un taol-kaer eo diwezh an istor, gant doare an aktour a oar kuitaat al leurenn war beg e dreid, kuit da regiñ plijadur an arvesterien. Setu gant keuz e serr Yann Lenner al levr.

Erwan Evenou, an oberour. « Stourm a ran war pep tachenn », he doa skrivet Anjela Duval, un 50 vloaz bennak ' zo. N'eo ket ar paotr Erwan a zislavaro anezhi. War e chouk ema ar maout, ouzhpenn 50 vloazez a stourm evit kas war-raok sevenadur Breizh e meur a dachenn : ar brezhoneg, al lennegezh, ar politikerezh… prezidant ar gevridigezh GOUREN eo zoken. Normal eo, a lavarfec'h, boaz eo da sevel ar maout !

Enseller brezhoneg eo bet. Kontañ a ra deomp an dispriz, ar gasoni, an diseblanted en deus bet gouzañvet a-berzh ar rektordi hag un nebeut kelennerien. Traoù da ganañ “Ni hon-unan, war hentoù an dazont”, evel e sonenn Youenn Gwernig.

Kement Brezhoneger hag a boagn evit kas war-raok or yezh a vourro al levr : “Dalc'h da grog, paotr !” a ro ton deomp ar c'homper Erwan, en ur zistagañ un taol karantezus war hor skoaz.

Dalh soñj out den !

Setu ar pezh a ziskouez deomp hed-a-hed e levr. Gaou bras e vefe ma chomfe divrud.

"Ma ne gavit ket al levr en tier-leorioù, skrivit da : Erwan Evenou, Kerozec 56 320 Ar FAOUED. Priz 14 €."

Voir aussi :
logo
Soner ha Brezhoneger.
[ Gwelout pennadoù all Youn Brenn]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 9 multiplié par 4) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons