Setu ul lec\'hienn nevez, leun a fent, graet gant krouerien a oa bet trec\'h gant ar filmig farsus bet savet ganto er genstrivadeg \"berr ha berr\" er bloaz paseet. Setu ar skipailh o tigeriñ o lec\'hienn nevez abaoe ar c\'hentañ a viz Genver 2011. Degemer mat dezho !
ABP- \"Pegoulz ho peus kroget da labourat war al lec\'hienn-mañ ? Pell\'zo ?\"
- Padrig : Deuet e oa ar soñj ganin tamm-ha-tamm e 2010. Da gentañ em boa skrivet aozadur al lec\'hienn war baper dre vras, hag e miz Du em boa kroget d\'ober taolioù esae ha troet e oa bet ar pajennoù kentañ.
ABP -\" Pet a dud a zo a dreñv ?\"
- Un bern a zo a-dreñv ... Me, ma jez, ma-unan, Bibi ha Mab-e-Dad ! Gant ma vo un toullad mat dirak tamm-ha-tamm ivez ! Me \' garfe e vefe kaset bannoù treset din ha pa ne vefe nemet div garrezenn pe taolioù-esae. Sur on zo bet savet bannoù treset e brezhoneg er skolioù, er skolajoù paneveken, ha n\'int ket bet embannet e neblec\'h ebet.
ABP -\" Peseurt raktres war un hir dermen ?\"
-Daou soñj pennañ a zo : derc\'hel da embann istorioù bet savet ganin (a bep seurt stumm zo gante) ha troiñ bannoù treset diwar ar galleg pe ar saozneg ; reoù a ya an aotre-implij Creative Commons gante.
Embann a rin pennadoù berr-berr diwar-benn ar bannoù treset kozh ur wezh an amzer. Evel-se e vo embannet tamm-ha-tamm ur sell war Istor ar bannoù treset e brezhoneg.
ABP -\" Perak ne vefe ket ur c\'henlabour etre ya !, mediaoù internet, hag all ?\"
- Klask a ran lakaat ma fenn da genlabourat gant ma bizied ha ma urzhiataer evit krogiñ ganti ! Tro am eus bet da labourat gant Keit Vimp Bev dija hag e rin c\'hoazh.
ABP -\" Ha moaien vo en dazont da vezañ gopret evit seurt labour ?\"
-Un tamm gwerzh-butun ur wezh an amzer, ya. Gounit bara, ne soñj ket din.
ABP - \"Peseurt degemer ho peus bet gant ar re yaouank ? Ar re gozh ?\"
-Klevet \'m eus e veze plijet krennarded gant ar bannoù bet embannet er gelaouenn Meuriad (troioù kaer an amprevanig Wil ar C\'hwil). Ma gwreg n\'eo ket gwall plijet gante ... Eüruzamant e soñj da\'m Mamm n\'eus ket farsusoc\'h evidon daoust ma n\'eo ket evit kompren brezhoneg !
Emichañs e vo klevet soñj an dud a lakao o anvioù evit resev al lizheroù kelaouiñ. Evel-se e c\'hallin choaz bannoù treset da droiñ a blijo muioc\'h dezhe.
Evit gouzout hiroc\'h :