Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
UDB Kreiz Breizh a c'houlenn groñs gant an Aotrou Jean DAUBIGNY, prefed rannvro Breizh, da skoazellañ Diwan e framm stagadenn ar c'hevrat-steuñv rannvro-Stad .
Evel bep bloaz, gant ar skolioù Diwan, pa vez kaoz da glozañ budjed ar bloaz e vez tresoù fall an adsav-lezennel hag ar serriñ postoù o tont war-wel. Evit UDB Kreiz Breizh n'hell ket Diwan kenderc'hel da grakvevañ e-mod-se. Dav d'ar skol vrezhonek kaout arc'hant a-walc'h da c'hellout seveniñ ur
Par Nil Caouissin pour UDB le 3/12/07 19:50

Evel bep bloaz, gant ar skolioù Diwan, pa vez kaoz da glozañ budjed ar bloaz e vez tresoù fall an adsav-lezennel hag ar serriñ postoù o tont war-wel.

Evit UDB Kreiz Breizh n'hell ket Diwan kenderc'hel da grakvevañ e-mod-se. Dav d'ar skol vrezhonek kaout arc'hant a-walc'h da c'hellout seveniñ ur c'hresk bep bloaz. Rastresoù digeriñ skolioù hag ivez ur skolaj e Bro Naoned a zo war ar stern ganti evit distro skol miz Gwengolo 2008.

Dav goût, da skouer, emañ penn-da-benn war choug Diwan frejoù ar gasouriezh er skolajoù hag el lise. Da lâret eo 700 000 € ar bloaz eo a ranker kaout da c'hoprañ kasourien hag animatourien an eil derez, pa ouier e vanka 80 000€ (nemetken) da glozañ budjed ar bloaz-mañ. UDB a soñj dezhi eo d'ar rannvro ha d'ar Stad, da bep hini anezhe, e framm stagadenn ar c'hevrat-streuñv da gemer e karg ur c'hard eus ar frejoù-se, da lâret eo un disamm a 300 000€ ar bloaz a vije evit Diwan. Hag an niver a skolidi a c'hellje kreskiñ en-dro er skolioù Diwan.

Neuze UDB Kreiz Breizh a c'houlenn groñs gant an Aotrou Jean DAUBIGNY, prefed rannvro Breizh, da zegemer ar goulenn-se ha d'e enframmañ e stagadenn ar c'hevrat-steuñv rannvro-Stad .

Diaes e kav UDB e rank c'hoazh hiziv-an-deiz ar Vretoned goulenn an aluzenn digant ur prefed evit ma vo kelennet ar brezhoneg e Breizh. Evit UDB eo d'ar Vretoned o-unan ha d'o dilennidi er vro d'ober war-dro kelennadurezh o yezh e Breizh.

Diouzh hor youl, ha diouzh ar stourmoù a-stroll a renimp' vo sevenet d' hor goulenn gant ar Stad. Krogomp e-barzh a-unan, mall bras zo !

Evit UDB Kreiz Breizh : Herve ar Gall

Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1555 lectures.
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 0) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons