Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
UDB hag ar bannelerezh divyezhek war vord an RN 164 : Trawalc’h gant dismegañs ar Stad-C’hall
UDB Kreiz Breizh a sav a-du krenn gant stourmerien ar strollad Aï ta! a c'houlenn ma vo divyezhek ar banellerezh war vord an “RN 164”. Dibaoe ar bloavezhioù 1970, pa
Herve Ar Gall Par Kevrenn UDB Kreiz Breizh le 25/09/11 18:45

UDB Kreiz Breizh a sav a-du krenn gant stourmerien ar strollad Aï ta! a c'houlenn ma vo divyezhek ar banellerezh war vord an “RN 164”.

Dibaoe ar bloavezhioù 1970, pa oa bet groget gant al labourioù kentañ d'ober un hent-tizh gant an “RN 164”, tost 50 vloaz zo, eta !, zo bet amzer gant ar gouarnamantoù zo bet e Pariz da gemer intrudu da lakaat panelloù divyezhek war vord an hent-se.

Ober fae war ar brezhoneg a ra gouarnamant Nicolas Sarkozy, e-giz ar gouarnamantoù all a oa bet a-raokañ; rak, e-keit-se, zo bet lakaet brezhoneg, tamm-ha-tamm, war panelloù an hentoù lec'hel e Breizh. E Kreiz Breizh zo panelloù en div yezh war an holl hentoù departamant a zegas d'an “RN 164”, met pas war an hent-se a zo dindan dalc'h ar Stad, ur vezh ruz eo.

Goulenn a ra, ivez, UDB, digant an dilennidi a zo bodet e “Komite difenn an RN 164” goulenn start digant gouarnamant Pariz ma vo lakaat ur banellerezh en div yezh bord an hent-tizh an abretañ ar gwellañ ; ha dreist-holl kregiñ d'en ober pa vo digoret d'an otoioù, a-raok pell, tammoù nevez anezhañ.

Hervez an UNESCO ar brezhoneg zo “ur yezh en arvar bras”; neuze e rank ar Stad-C'hall doujañ dioutañ ha kemer perzh en oberoù zo da gas da benn vat evit he saveteiñ… Trawalc'h gant dismegañs ar Stad-C'hall !

Evit UDB Kreiz Breizh : Herve ar Gall

logo
UDB (Unvaniezh Demokratel Breizh) zo ur strollad politikel breizhad a-gleiz hag ekologour a stourm da gaout an emrenerezh e Breizh.
Gwelout pennadoù all Kevrenn UDB Kreiz Breizh
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 3 multiplié par 9 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons