1463 vues
Mont a ra Juliette da Bempont evit ober anaoudegezh gant Merzhin 'ba Koad Brekilien !
Tuto Breizh, un abadenn nevez savet gant Brezhoweb. Er gelaouenn-mañ eta e kinnig Juliette deomp dizoleiñ Breizh dre he daoulagad dezhi, daoulagad un europeanez yaouank en em gavet nevez zo e penn ar bed !
Kontañ a ra deomp ar wech kentañ ma oa bet bet war an oad vev da granketa, ar mod m’he doa graet anaoudegezh gant ar gouren, he fourmenadenn gentañ war vord kanol Naoned-Brest peotramant c’hoazh he gweladenn e ti Glenmor
Evit pevare rann Tuto Breizh, mont a ra Juliette da Bempont evit ober anaoudegezh gant Merzhin 'ba Koad Brekilien http://www.brezhoweb.bzh/Tuto-breizh-koad-brekilien_fiche_2290.html ! Merzhin, korriganez Vivien, feunteun ar yaouankiz... Daoust hag-eñ eo ken hud ha se ha peseurt mojennoù a vez kuzhet eno ?
An tele nemetañ e brezhoneg penn-da-benn ! Abadennoù evit ar re vras hag ar re vihan, filmoù, teulfilmoù, tresadennoù-bev, rummadoù, sitkomoù... Adkavit an holl brogrammoù e brezhoneg war lec'hienn Brezhoweb war-eeun etre 6e noz ha 10e30 noz, pe er replay pa faot deoc'h.
Commentaires (1)