Put your name here


Tudjentil Breizh a c'houlenn alc'houezhioù Kastell Duged Breizh digant Maer an Naoned
Ni, diskennidi eus familhoù kozh Breizh kevreet e stern Tudjentil Breizh (Kevredigezh Noblañsoù Breizh), a servijas fidel Duged Breizh a-hed kantvedoù ha kantvedoù,
Communiqué de presse de Tudjentil Breizh

Publié le 10/06/11 18:06 -- mis à jour le 00/00/00 00:00

Ni, diskennidi eus familhoù kozh Breizh kevreet e stern Tudjentil Breizh (Kevredigezh Noblañsoù Breizh), a servijas fidel Duged Breizh a-hed kantvedoù ha kantvedoù, - pa welomp e koll bep bloaz Kastell hon Duged tammoù eus e bivelezh vrezhon, hag e vez lakaet en he flas ur bivelezh kartoñs oc'h ober dave d'ur Vro Liger n'eus ket bet anezhi biskoazh. Pa welomp e vez lakaet kement-se e penn an dud dre un darañverezh diastal, arc'hantet maz eo gant ur rannbarzh nann-istorel ha gant Kêr an Naoned. Pa welomp ez eo o fal dezho o-daou e vije sellet ouzh Bro Naoned evel un tamm eus "Bro" traonienn al Liger, ha ma vije nac'het evel-se istor Kastell Duged Breizh dre e renkennañ hag e heñvelaat ouzh "Kestell ar Stêr Liger"nevez-anavezet gant an UNESCO ;

- p'hon eus gwelet kargidi eus Kêr an Naoned bloaz 'zo e miz Eost o nac'h degemer gant kalon el lec'h istorel-se ar miliad a birc'hirined eus an Tro-Breiz. Evel pa vije danvez torfedourien anezho e oant bet furchet mezhus gant paotred-ar-surentez a zifennas groñs ouzh ar veleien da vont e-barzh ha ma vije lakaet bannieloù brezhon war ar ramparzhioù ;

A c'houlenn groñs neuze, en anv Pobl Vreizh, ma vezo restaolet alc'houezioù ar C'hastell d'ar sadorn 18 a viz Mezheven da 11 eur, dirak dor ar C'hastell e lec'h m'emañ delwenn an dugez Anna Vreizh.

Hag a bed kement hini a c'hello d'en em gavout eno da 11 eur, izili ha mignoned, ha da heul da gemer perzh er Festimanif goude merenn e straedoù Kêr an Naoned.

Voir aussi :
facebook
mailbox
imprimer
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 4 multiplié par 5 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.