E pep kumun, Skaer, Banalet, Rieg, Molan, Kloar, An arzhanaou, Mellag, Lokunole, Tremeven, Kemperle e oant aze

Breizh, douar ar re a youl-vat, ar festivalioù, an degemer. Bremañ e vez anavezet gant tud yaouank Europa Karaez gwelloc'h eget bord ar mor...

An arzourien, ar strolladoù brudet a zo kaoz, eveljust. Met ma ne vefe ket tud degemerus, prest da zrement eurvezhioù ' pad da brientiñ krampouezh, boued, boeson, kig moc'h, ... petra ' vefe ?

Neuze, trugarez ha gourc'hemennoù dezho, evit o mousc'hoarzh, o fent, o c'hoant da sevel ur gevredigezh kengred gant tud o komz, ' maez eus an ti, ' maez eus al labour ha poanioù ar bed hag ar vuhez...

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....